|
Achkenazed, Sefaraded ha Mizrac'hedDre vras, e vez graet Achkenazed (אשכנזים, ashkenazim, "alamaned") eus ar yuzevion a orin europat, pe e teufent eus Kreizeuropa pe eus Retereuropa, ha Sefaraded (ספרדים, sfaradim, "spagnoled") eus ar re a orin spagnol ha portugalat. Alies e vez graet Mizrac'hed (מזרחים, mizrahim, "tud ar reter" ) eus yuzevion a orin arab pe kaokazat. An Tanac'h, ar Bibl yuzevHollad skridoù santel ar yuzevegezh a vez graet tanac'h (תנ״ך) anezhañ. Ur veradenn eo ar ger-mañ, stummet eus: Kredennoù yuzev pennañIstor
Steredenn David (מגן דוד, magen David), arouez ar yuzevegezh
Istor ar Yuzevegezh a zo kazi hini ar Yuzevien e-pad an Henamzer pa ne vezont anavezet nemet dre o levrioù dastumet ez-ofisiel, danevelloù ha skridoù lennegel ur endalc'h relijiel kreñv enno. Testennoù savet gant o amezeien (Egiptiz, Asirianed, Hittited) ne reont ket kalz a daveoù d'ar religion yuzev. Er mare hellenistel e teu da vezañ Aleksandria ur gêr m'emañ kalz a Yuzevien o chom enni hag evit an abeg-se e o bet troet ar Bibl yuzev e gresianeg, Bibl an Deg ha-tri-ugent den fur a reer anezhañ. Gouelioù yuzevNe glot ket an deiziadur yuzev (350 deiz pep bloaz) gant hini gregorian (365 deiz pep bloaz). Neuze ne glot ket ar gouelioù yuzev gant deiziadoù gregorian resis kennebeut.
Gouelioù nevez abaoe 1948:
Yom ha-Zikaron, Yom ha-Atsma'out ha Yom Yerouchalayim a vez lidet e stad Israel ha gant yuzevion relijiel broadelour. Ne lid ket feizidi a gredennoù yuzev all (d. skw. Netourei Karta) ar gouelioù-mañ. Niver a feizidi yuzev dre vro (e 2000)
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net