|
WinRAR a zo ur c'hoazher a restroù charwar krouet gant Eugene Roshal. Paeüs eo met posupl eo da bellgargiñ un eilstumm-esa a labouro e-pad 40 devez. Goude 40 devez e vo gant an implijer ar choaz etre prenañ ar meziant pe kenderc'hel d'ober gantañ gant ur prenestr "pop-up" o vezañ dskouezet pepgwech e tigorer anezhañ. Unan eus an nebeut meziantoù gouest da grouiñ restroù RAR eo rak perc'henner eo an doare-kodañ. Galloud a ra krouiñ restroù ZIP ivez ha diwaskañ restroù CAB, ARJ, LZH, TAR, GZ, ACE, UUE, BZ2, JAR, ISO, 7z ha Z. Galloud a ra kodañ an dielloù gant AES hag un alc'hwez a 128 bit. Dielloù emdennus pe liesrannel a c'hell krouiñ ivez. Liammoù diavaez |
||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net