|
Walter Gropius (Berlin, 18 a viz Mae 1883 - Boston, 5 a viz Gouere 1969) a zo ur savour, designer ha kêraozaour alaman, broadet amerikan diwezhatoc’h. Krouer ar Bauhaus eo, unan eus luskadoù arzoù pouezusañ Europa etre an daou vrezel bed, hag unan eus diazezoù ar stil etrebroadel.
Walter Gropius e 1920
E vuhezO ton t eus ur familh savourien alaman (tad ha goureontr) emañ Gropius. Ar savouriezh a studias e Munich (1903 –1904), hag e Berlin (1905 - 1907). Goude-se e labouras e ajañs Peter Behrens betek 1910. D’ar mare-se e krogas da labourat e-unan. E sevenidigezhioù kentañ a voe liammet ouzh bed an industriezh : da skouer labouradeg Fagus e Alfeld-an-der-Leine e 1911. Toennoù plaen, frammoù metal, talbennoù gwer penn-da-benn ha linennoù a-darzh, sed aze merk Gropius. Chom a reas a-sav gant e vicher e-pad ar brezel bed kentañ. Galvet e voe evit mont d’ar brezel (adsoudard), major e voe war talbenn ar c’hornôg a-hed ar brezel, ha gloazet e voe. E 1915 e timezas gant Alma Mahler, intañvez Gustav Mahler. Dispartiañ a rejont e 1920. E 1919 e tresas e vunomant da dud varv miz Meurzh, savet e voe e 1920. E 1919 e voe ivez ezel ur strollad eztaoladurien anvet Maß. Er memes bloavezh e kemeras lec’h Henry van de Velde (skarzhet e 1915 dre ma oa beljiat) e penn skol arzoù pleustrek Weimar. Ar skola-se agemmas, hag e teuas da vezañ ar Bauhaus. Er Bauhaus e oa ur skol-savouriezh, ur skol-arzoù, ur skol-design, ur skol-artizanelezh, ur skol-c’hoariva hag all. E-touez ar gelennerien e oa Paul Klee, Johannes Itten, Josef Albers, Herbet Bayer, László Moholy-Nagy ha Wassily Kandinsky. Er Bauhaus e teske ar studierien labourat gant danvezioù nevez, hag ivez prederiañ war ar produiñ hag an design da vare an greanteladur. Bras e voe levezon ar Bauhaus war gened an luskad modern ha goude-se war ar stil etrebroadel. Kemer a reas perzh er genstrivadeg evit sevel savadur ar gelaouenn amerikan Chicago Tribune e 1922. E 1937 e tivizas divroañ d’ar Stadoù-Unanet, eno e renas Graduate School of Design Harvard. Kenlabourat a reas gant Marcel Breuer betek 1941. Meu a daol-arnod a reas e-keñver annez standart, en ur glask chom hep sevel savadurioù unton. E 1946 e savs an ajañs The Architects Collaborative (TAC). Philip Johnson, Paul Rudolf, John Johansen hag Edward Barnes a voe e studierien e Harvard. Sevenidigezhioù
Gwelout ivez
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net