|
Article on other languages:
|
Vienna (Wien en alamaneg, Vídeň e tchekeg , Bécs e hungareg, Dunaj e sloveneg, Beč e kroateg, Vienne e galleg, Vienna e saozneg hag en italianeg ha Wean ['vɛɐn] e vienneg) eo kêr-benn gevredel Aostria, lec'hiet war riblennoù an Danav e biz ar vro, 60 km nemetken eus bevenn Aostria gant Slovakia. Abaoe pell zo ez eo bet Vienna kreizenn bolitikel ha sevenadurel Aostria (betek 1918 Aostria-Hungaria).
IstorDiazezet eo bet Vienna gant an Noriked, ur bobl keltieger, war-dro 500 kent J.K. dindan an anv Uindobona ("frankizenn wenn"). An anv alamanek a-vremañ ne zeu ket eus an anv keltiek-mañ avat, met eus Vedunya, anv slavek ur stêrig vihan hag a vez graet Wien anezhi ivez. Aloubet e oa rouantelezh an Noriked gant ar Romaned er bloavezh 15 kent J.K. Ur c'hamp-kreñv roman a voe savet e-kichen Uindobona, abalamour ma teuas an Danav da vezañ bevenn Impalaeriezh Roma. E 976 e voe roet traonienn an Danav da gont Liutpold a vBabenberg dindan an anv Ostarrîchi (Aostria). Lignez Babenberg a ziazezas e Vienna. E 1246 e voe lazhet hêr diwezhañ ar vBabenberged, Friedrich II, en un emgann a-enep Béla IV a Hungaria. Vienna (hag Aostria a-bezh) a gouezhas da Ottokar II Přemysl, roue Bohemia. Er bloavezh 1278 e voe roet Aostria da lignez Habsbourg hag a rene ar vro betek 1918. E 1365 e voe savet Skol-Veur Vienna gant Rudolf IV a Habsbourg. Eus 1556 betek 1803 e oa Vienna sez Impalaeriezh Santel Roman ha German. Eus 1804 betek 1867 e oa kêrbenn Impalaeriezh Aostria hag eus 1867 betek 1918 hini Aostria-Hungaria. Arondisamantoù Vienna1.Innere Stadt (kreiz-kêr), 2.Leopoldstadt, 3.Landstraße, 4.Wieden, 5.Margareten, 6.Mariahilf, 7.Neubau, 8.Josefstadt, 9.Alsergrund, 10.Favoriten, 11.Simmering, 12.Meidling, 13.Hietzing, 14.Penzing, 15.Rudolfsheim-Fünfhaus, 16.Ottakring, 17.Hernals, 18.Währing, 19.Döbling, 20.Brigittenau, 21.Floridsdorf, 22.Donaustadt, 23.Liesing YezhHervez niveradeg 2001, n'eo nemet an div drederenn eus poblañs Vienna alamanegerien a-vihanik. Lod anezho a ra gant ar vienneg (weanerisch), rannyezh hengounel Vienna, hag ar re all gant an alamaneg standard. War-dro 400 000 a dud a gomz yezhoù all, en o zouesk 97 000 serbeger, 71 000 turkeger, 40 000 kroateger (20 000 anezho a gomz kroateg Burgenland), 21 000 poloneger ha 15 000 hungareger. RelijionE 2001 e konted 49.2% a gatoliked, 25.6% a dud direlijiel, 7.8% a vuzulmaned, 6.0% a gristenien ortodoks, 4.7% a brotestanted ha 0.5% a yuzevien. Keginerezh ViennaEvel he yezh he deus bet levezonet keginerezh Vienna gant re meur a bobl. Meuzioù anavezetañ Vienna eo:
Tud vrudet a Vienna
Monumantoù heverk
GevelliñGevellet eo Vienna gant ar c'hêrioù-mañ:
Meur a arondisamant a zo gevellet gant kêrioù zo e Japan ha Sina. Liammoù diavaez
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net