|
Un urzhiataer a zo un aveadur stlennek a ro an tu da dretañ stlennadoù hervez heuliadoù kemennadoù pe brogrammoù. An diskibliezh a bled gant damkaniezh, fardañ, hag implij an urzhiataerioù a reer slenneg anezhañ.
Pennaennoù hollekDa gentañ penn e veze implijet an urzhiataerioù evit jediñ (niveroù anterin, diwezhatoc'h niveroù skej fiñvus).
Evel m'hen diskouez e anv e talvez un urzhiataer da « urzhiañ » ar roadennoù, da lavaret eo o lakaat en urzh, o rummañ hag o renkañ, hervez ur poell bet dibabet. Ar urzhiataerioù kentañ, an ENIAC savet er Stadoù Unanet pe ar Mark I savet e Breizh-Veur, a zo bet roet dezho an anv saoznek « computer » a dalveze da gentañ-penn evit an den a ra jedadennoù niverel (gant skoazell ardivinkoù evel ar voulleg, ar reolenn-jediñ, ar jederez mekanek...). Daoust da gresk barregezh an urzhiataerioù dibaoe (hag a ya kalz pelloc'h eget jediñ) ez eus bet dalc'het d'ar ger saozneg memestra. E galleg ez eo diwar goulenn skourr gall an embregerezh IBM ez eo bet kinniget ar ger « ordinateur » (a zo testeniekaet evel anv-gwan e geriadur meur Emile Littré o talvezout evit « Doue o lakaat urzh er bed») gant ar yezhoniour Jacques Perret. Kavout a rae d'ar renerien e oa kalz re strizh ar ger « calculateur » -- kevatal da « computer » -- e skoaz barregezhioù o ardivinkoù. Diwar un hevelep patrom eo bet krouet er bloavezhioù 1960 ar ger brezhonek « urzhiataer », en deus graet berzh daoust d'ar ger dazeilat « kompoder » bezañ bet kinniget e deroù ar bloavezhioù 1990. N'eo ken nemet e deroù ar bloavezhioù 1970 he deus lezet ar mekanografiezh e blas d'ar stlenneg.
Diwar krouadur an nevezc'her e tiwanas troidigezhioù lies eus troiennoù Supercomputer, goururzhiataer pe c'hourgompoder, ha Quantum computer, urzhiataer kwantek pe gompoder kwantek. En degouezh diwezhañ-mañ ez eo soulwerzhet implij ar ger "urzhiataer" just a-walc'h dre m'emañ pell ar barregezhioù a c'haller rakwelet evit ar jediñ kwantek diouzh liesvarregezh un "urzhiataer". Gant ar skiant-prenet ez eus bet tapet digemmañ div arvez en un urzhiataer, a oa bet ispriziet en deroù an eil hini anezho :
Mont en-dro un urzhiataerKemmet a-galz eo an teknologiezhioù lakaet e pleustr dibaoe ar bloavezhioù 1940 ha deuet int da vezañ un teknologiezh (da lavaret eo un teskad greantel aozet tro-dro da deknikoù) da vat adalek ar bloavezhioù 70. Kalz anezho a implij c'hoazh ar c'healioù termenet gant John von Neumann, daoust m'emañ an adeiladezh-mañ war gilañ : ar programmoù n'en em gemmont ket mui nemeur o-unan (ar pezh a vije sellt outañ evel un doare siek da brogrammiñ), hag an dafar a gemer kement-mañ e kont en ur zispartiañ fraezh hiziv stockañ ar c'hemennoù hag ar roadennoù, er c'hrubuilhoù hag all. Hervez Adeiladezh von Neumann, un urzhiataer a zo ouzh e ober 4 lodenn :
UAL hag UKAn unvez aritmetik ha lojikel (an UAL) a zo an hini a ra an oberiadennoù diazez (sammadurioù, lamadurioù ...), an oberiadennoù poell (HA, PE, NA...) hag an oberiadennoù-keñveriañ (da skouer ur geñveriadenn-gevatalted etre daou dakad-memor). An UAL an hini a seven jedadennoù an urzhiataer. An unvez-kontrolliñ a gemer he c'hemennoù er memor. Ar re-mañ a ziskouez dezhi petra urzhiañ d'an UAL, ha penaos e vo ret dezhi efediñ diouzh ret, hervez an disoc'hoù a vo pourvezet gant homañ. Ur wezh echu an oberiadenn, an unvez-kontrolliñ a ya pe d'ar c'hemenn a heuilh, pe d'ur c'hemenn all e-lec'h ma vo urzhiet dezhi en em skourrañ gant ar programm. Aesaat a ra an unvez-kontrolliñ ar c'hehentiñ etre an unvez aritmetik ha lojikel, ar memor hag an trobarzhelloù. Merañ a ra ar bras eus ar c'hemennoù sevenet en urzhiataer. MemorE framm ar reizhiad, ar memor a c'heller gwelet evel un heuliad kelligoù niverennet pep a dammig stlenn enno. Ar stlenn-se a c'hall servijout da ziskouez d'an urzhiataer petra zo goulennet digantañ ober (kemennoù) pe delc'her roadennoù da dretiñ. Gant ar bras eus an adeiladezhioù stlennek ez eo ar memes memor a dalvez evit an daou arc'hwel. Evit a sell ar jederezed a-stur a-vras e tegemerer zoken e yafe kemennoù programmoù da erlec'hiañ lod all e-kerzh an oberiata gant ma tegas muioc'h a efedusted. Gwechall e oa kement-all un doare boas d'ober, hogen redioù a helennded an ijinerezh meziantel o deus graet dezhañ mont war rouesaat, panevet en degouezh resis-mañ, abaoe meur a zekvloaziad. Gallout a reer adskrivañ ar memor-se kel lies gwezh ha mar bez ezhomm. Ment bloc'hoù ar memor hag an teknologiezh implijet o deus kemmet hervez ar c'houstoù hag an ezhommoù : 8 bit evit ar pellgehentiñ, 12 bit evit an ardivinkañ (DEC) ha 60 bit evit pikoloù jederezed skiantel (Control Data). Ur c'henasant a zo bet kavet tamm ha tamm gant an okted da unvez haezadus, ha kemennoù war ur ment a 4 pe 8 okted. En holl degouezhioù e chom haezadus an okted, pezh a eeuna skrivañ ar programmoù. E-touez an teknikoù implijet evit oberiañ ar memorioù e kaver azhenterioù tredantreloc'hel, korzennoù dre verkur a veze ganet en o ser gwagennoù klev, trañzistorioù hiniennel, korennoù ferrit, hag en diwezh amredoù enframmet enno milionoù a drañzistorioù. Enkas-DiskasAr gwikefreoù enkas/diskas a lak an urzhiataer e tailh da gehentiñ gant ar bed diavaez. Ur c'halz anezho a zo, eus ar c'hlavier betek ar skramm. Perzh boutin an holl trobarzhelloù enkas eo amdreiñ ar stlenn tapet ganto en diavaez e roadennoù a c'hello an urzhiataer ober e vat anezho. Padal an trobarzhelloù diskas a zigod ar stlenn pourchaset gant an urzhiataer e seurt ma vefe spletus evit an implijer. BusAl lodennoù disheñvel-se a zo liammet etrezo gant tri bus, bus ar chomlec'hiañ, bus ar roadennoù hag bus an urzhiadoù. Ur bus a zo ouzh e ober un niver bennak a neudennoù tredan a sav ul liamm evit treuzdougen stlenn binarel kodet war meur a vit.
AdeiladezhA-drugarez d'ar munutaat e c'haller enframmañ an UAL hag an unvez-kontrolliñ e-barzh un amred enframmet hepken a reer mikroprosesor anezhañ.
KemennoùAr c'hemennoù a c'hell intent un urzhiataer n'int ket re lavar mab-den. An ardivink ne oar seveniñ ken nemet un niver bevennet a gemennoù termenet-mat. Seurtoù kemennoù intentet gant un urzhiataer a zo traou evel « kopiañ endalc'had ar gellig 123 hag el lakaat e-barzh ar gellig 456 », « sammañ endalc'had ar gellig 321 hag hini ar gellig 654, ha lakaat ar disoc'h e-barzh ar gellig 777 », ha « m'eo endalc'had ar gellig 999 kevatal da 0, seveniñ ar c'hemenn a zo e-barzh ar gellig 345 ». Met ar bras eus ar c'hemennoù a zo ouzh o ober daou zakad : an eil o tiskouez petra ober, a reer ar c'hod oberiadenn anezhañ, hag egile o tiskouez pelec'h e ober, a reer oberantenn anezhañ. E-barzh un urzhiataer, ar c'hemennoù a glot gant kodoù - kod ar c'hopiañ a vezo 001, da skouer. An teskad kemennoù degemeret gant un urzhiataer, a reer anezhañ e lavar-ardivink, a zo un heuliad sifroù binarel dre ma n'ez eus ken nemet 0 (zero) hag 1 (unan) ouzh ober ar c'hemennoù hag ar roadennoù a vez intentet gant ar unvez-tretañ. 0 = Ne dremen ket ar red tredan. 1 = Tremen a ra ar red tredan. Peurvuiañ ne implij ket mui ar brogrammourien lavaroù a seurt-se, ober a reont kentoc'h gant pezh a reer ur lavar a live uhel anezhañ, a vezo amdroet da c'houde e lavar binarel gant ur programm arbennik (ur jubenner pe ur c'hempuner diouzh an ezhommoù). Da heul an treterezh-mañ ar programmoù a vo meizadus gant an urzhiataer en e lavar genidik. Lavaroù-programmiñ zo, al lavar gronnañ da skouer, a vez graet lavaroù à live izel anezho, rak ar c'hemennoù implijet ganto a chom tost-tre diouzh re an urzhiataer. Da heul, ar programmoù skrivet gant al lavaroù-se a zo liammet-kreñv gant ar savenn int bet diorroet eviti. Ar lavar C, kalz aesoc'h da adlenn eget al lavar gronnañ, a ra d'ar brogrammourien bezañ ampletusoc'h. Setu perak ez eus bet graet gantañ muioc'h-mui a feur ma tigreske koust ar periant ha ma kreske gopr ar brogrammourien. MeziantoùAr meziantoù a zo evel mell rolloù kemennoù roet d'un urzhiataer. Programmoù niverus a gaver enno milionoù a gemennoù, lod anezho adsevenet dizehan. Gant un urzhiatazer personel a 2006 e vez sevenet meur a viliard kemennoù dre eilenn. Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1960 ez eus bet ijinet urzhiataerioù ha reizhiadoù a-benn ma c'hallfent seveniñ meur a brogramm war un dro. Graet e vez "lies-trevell" eus ar barregezh-se. An degouezh eo gant an holl urzhiataerioù ha reizhiadoù a-vremañ. E gwirionez ne seven ar prosesor ken nemet ur programm war un dro, en ur dremen eus an eil d'egile bewezh ma c'hall. Mar deo uhel a-walc'h tizh ar prosesor e-skoaz an niver a drevelloù da seveniñ e kavo d'an implijer ez eus meur a brogramm o seveniñ war un dro. Ar malluster roet da beb programm a vez, peurvuiañ, meret gant ar reizhiad korvoiñ. Reizhiad korvoiñAr reizhiad korvoiñ a zo ar programm-kreiz ennañ an elfennoù diazez ret da mont en-dro reizh an urzhiataer. Ar reizhiad korvoiñ a zeverk loazoù fizikel an urzhiataer (amzer prosesor, memor, h.a.) d'ar programmoù liesseurt war seveniñ. Pourchas a ra ivez ostilhoù d'ar programmoù all (evel ar sturieroù) a-benn aesaat implij an holl trobarzhelloù, kuit dezho da gemer e kont munudoù fizikel ar re-mañ. Setu da heul ar reizhiadoù korvoiñ pennañ : Seurtoù urzhiataerioù
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net