Stadoù-Unanet Amerika

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


United States of America
Banniel ar Stadoù-Unanet Skoed-ardamez ar Stadòu-Unanet
(Banniel ar Stadòu-Unanet) (Skoed-ardamez ar Stadòu-Unanet)
Kan broadel The Star-Spangled Banner
Yezh ofisiel hini ebet
(met ar Saozneg a vez implijet evit aferioù ar velestradurezh kevredel)
Kêr-benn Washington, D.C.
Gorread
-En holl
-% dour

9 631 418 km²
4.87%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

299 598 000 (2006)
32/km²
Prezidant George W. Bush
Eil-prezidant Richard Cheney
Gouel broadel 4 a viz Gouere
Moneiz Dollar ($)
Kod pellgomz 1
Kod war ar Genrouedad .us .gov .mil .um


Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask eo Stadoù-Unanet Amerika (SUA) pe ar Stadoù-Unanet. Amerika pe Bro-Amerika ha SUA a vez graet anezho peurliesañ. Abaoe deroù an XXvet kantved eo ar Stadoù-Unanet ar riez c'halloudusañ er bed.
Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e New York. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo.
Broudet en deus ar gouarnamant amerikan ar broioù a fell dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinañ e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel.

Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci.

Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro bremañ.

Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù komzet ar muiañ , met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an XXvet kantved).


Taolenn

Douaroniezh

Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h Rusia ha Kanada hag a-raok Republik Poplek Sina. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stad Alaska pe hini Texas. Ar bloc’had 48 stad (a vez anvet « Mainland » a-wechoù), zo dezhañ ur stumm a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg) </ref> J.-Y. Cleach [...], “La puissance américaine” p.104 </ref>. 2500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. An Stêr Missouri hag ar stêr-veur Mississippi zo o-div 6000 km a hed ha redek a reont er “Mainland”. Ken hir int o-div hag ar stêr Amazonia zo o redek e su Amerika.

Harzoù gant broioù all

12 034 km harzoù [1]:

Douaroniezh natur

Skeudenn:DeathValley dunes1.png
Traoñienn ar Marv (Death Valley), al lec’h izelañ ha tommañ eus ar Stadoù-Unanet
  • Un nebeud lec'hioù dibar:
    • Ar gêr bobletañ : New York (19 milion a dud en tolpad-kêrioù)
    • Ar beg uhelañ : Mont McKinley en Alaska (6 194 metr)
    • Al lec’h izelañ : Badwater e Traoñienn ar Marv e Kalifornia (- 86 metr)
    • Ar stêr bennañ : ar Missouri-Mississippi zo ouzhpenn 6 000 km hed dezhi.
    • Gorread : 9 631 417 km² (en trede plas war-lerc'h Russia ha Kanada)
    • Aod : 19 924 km
    • An Uhelderioù pellañ : - 86 m > + 6 194 m

Torosennadur

Lieseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet:

Torosennadur ar Stadoù-Unanet zo er reter hag en em led a norzh da greisteiz dreist-holl.

Er C'hornôg emañ Rocky Mountains (menezioù roc’hellek), al Lammoù-dour hag ar Sierra Nevada, 4500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez emañ plateizioù ha diazadoù Colorado.

Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioù Mississippi ha Missouri o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez. Er Reter ez eus menezioù kozh, an Appalaches o anv, dezho 2300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor.

Menezioù-tan

Mont Hood, Oregon
Mont Hood, Oregon

An darn vrasañ eus ar menezioù-tan bev zo er c’hornôg, en Alaska hag en enezeg Hawaii :

Hinoù

An holl zoareoù hin a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ (hinad pennahelel en Alaska) d'an tommañ (Traoñienn ar Marv), eus ar glebañ (Gwalarn, (Stad Washington) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù e Gwalarn Amerika]]). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno.

Stêrioù

Lennoù

Skeudenn dre loarell eus al Lennoù Bras
Skeudenn dre loarell eus al Lennoù Bras

Gorread hollek al Lennoù Bras zo war-dro 250 000 km2, bezet an hanter eus gorread Frañs ar c’hevandir.

Lenn Powell, Utah
Lenn Powell, Utah

Douaroniezh denel

Gourhentoù pennañ ar Stadoù-Unanet
Gourhentoù pennañ ar Stadoù-Unanet

Dasparzh an annezidi

An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habasak hag en Alaska n'eo ket ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad amerikan ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet.

Kêrioù ha niver an dud enno

En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. megalopolenn BosWash zo e biz ar vro.

  • Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno [2] :
Los Angeles, Kalifornia
Los Angeles, Kalifornia
Chicago, Illinois
Chicago, Illinois
San Francisco, Kalifornia
San Francisco, Kalifornia
  1. New York (New York) : 24 112 176
  2. Los Angeles (Kalifornia) : 18 313 809
  3. Chicago (Illinois) : 11 318 384
  4. Washington (DC) - Baltimore (Maryland) : 8 026 607
  5. San Francisco (Kalifornia) : 7 159 693
  6. Philadelphie (Pennsylvania) : 5 951 797
  7. Dallas - Fort Worth (Texas) : 5 931 956
  8. Detroit (Michigan) : 5 905 754
  9. Miami (Florida) : 5 726 495
  10. Houston (Texas) : 5 280 752
  11. Atlanta (Georgia) : 5 034 362
  12. Boston (Massachusetts) : 4 411 000

Istor berr SUA

An Indianed a oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat. Er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississippi hag e-se e enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile.

E 1607 e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ, Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa Plymouth, Boston, Salem, Williamburg. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù.

C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hleñvedoù-red (brec’h, ruzell) a voe degaset gant an difraosterien. Miliadoù a Indianed all a voe lazhet en ur vrezeliañ gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasañ ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadoù ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementiñ gorread an douaroù a veze dalc'het ganto betek ar mare-se.

Sinadur Bonreizh ar Stadoù-Unanet
Sinadur Bonreizh ar Stadoù-Unanet

Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh ouzh Breizh-Veur d'ar 4 a viz Gouere 1776. Degemeret e voe ganto Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika e 1787. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se.

Disklêriet e voe brezel an Digevrediñ e 1861 abalamour d'ar sklavelezh ha da blegoù fall an armerzh er Stadoù-Unanet. Ne viras ket ouzh a vro avat da vont war-raok. Evit gwir e oa bet miliadoù a dud o vont d'ober o annez ahont a-hed an XIXvet kantved. D'ar mare-se eo ivez e voe diorroet ar greantelerezh er vro hag e voe aloubet ar c’hornôg pa voe diorret an hentoù-houarn ahont.

En XXvet kantved eo deuet ar Stadoù-Unanet da vezañ galloudusañ bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dresit-holl war-lerc'h an Eil Brezel Bed), daoust m'o doa renerien ar vro c'hiwtet o zaol da vare ar brezel er Viêt Nam. Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu ar brezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus an URSS (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadoù-Unanet ar vro dreistgalloudekañ nemeti er bed, evit a sell ar gallout milourel peurgetket.

Politikerezh

Ar vro zo anezhi hanter-kant Stad kevreat a astenn o beli leun war meur a zachenn : ur c'hevread eo. Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevread prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile. Dilennet e vez ar prezidant hag ar bezprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe 1951 n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar Strollad republikan hag ar Strollad demokratel.

Kartenn ar Stadoù-Unanet
Kartenn ar Stadoù-Unanet

Dilennet e oa bet George W. Bush da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2000 (d'an 20 a viz Genver 2001 e krogas e respet)). E 2004 e oa bet dilennet en-dro.

Al lez-veur zo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel.

Ar feiz

An Iliz-veur katolik roman Sant Padrig e New York
An Iliz-veur katolik roman Sant Padrig e New York

Gouarnamant ar Stadoù-Unanet ne c'houlenn ket petra eo feiz e geodediz diganto. Ar relijion zo dispartiet diouzh ar stad en ur mod ofisiel. Asuret eo ar pennaenn-mañ gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz azeuliñ. Ar stad c'hevreadel ne skoaziadenn skol relijiel ebetDaveoù a vank. Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn « Engel a-enep Vitale ».

Enklaskoù privez a bep seurt a ziskouez etre 75% ha 90% eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulkoude int 44% a lavar o deus cheñchet relijion un wech da nebeutañ. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez ho kreañsoù.

Ar brotestanted zo an niverusañ, met hepdale e vint dindan 50%. Ur c'hard zo katolik roman. Bez zo ivez dizoueidi, yuzevien, muzulmaned, boudisted, hindouisted ha kement zo.

Stadoù ar Stadoù-Unanet

Amerikaned brudet

Skiantourien

 Lenn ar pennadoù Skiantourien amerikan dre urzh al lizherenneg  ha Jedoniourien, dre goulzad.

Harozed ar armeoù amerikan

  • George Washington : brezel dizalc’hiezh
  • George Armstrong Custer : Brezel disrannidigezh ha brezelioù indian
  • Robert E. Lee : Brezel disrannidigezh
  • Ulysses S. Grant : Brezel disrannidigezh
  • William T. Sherman : Brezel disrannidigezh ha brezelioù indian
  • George S. Patton : Eil Brezel Bed
  • Omar Bradley : Eil Brezel Bed
  • Douglas McArthur : Eil Brezel Bed ha brezel Korea
  • Dwight Eisenhower : Eil Brezel Bed
  • William Westmoreland : Eil Brezel Bed ha brezel Viêt-Nam
  • Colin Powell : Brezel Koweit (Brezel kentañ ar Pleg-mor)
  • Tommy Franks : Brezel Irak (Eil Brezel ar Pleg-mor)

Livourien

 Lenn pennadoù  Rummad: Livourien amerikan.
  • Edward Hopper 1882-1967
  • Jackson Pollock 1912-1956
  • Andy Warhol 1928-1987
  • Jean-Michel Basquiat 1960-1988

Luc’hskeudennerien

Lenn pennadoù Rummad : Luc’hskeudennerien amerikan.
  • Jacob Riis 1849-1914
  • Alfred Stieglitz 1864-1946
  • Ansel Adams 1902-1984
  • Robert Capa 1913-1954
  • Diane Arbus 1923-1971
* Richard Avedon 1923-2004
  • Irving Penn 1917

Istorourien

  • Robert Caro
  • Robert Paxton
  • Howard Zinn
  • Robert Utley

Politikourien

Lenn ar pennad Roll Prezidanted Stadoù-Unanet Amerika.

Sonerien

Lenn pennadoù Rummad:Soner amerikan, Rummad:Kaner amerikan et Rummad : Kanerez amerikan.

Rock

  • Buddy Holly
  • Dick Dale
  • Elvis Presley
  • Frank Zappa
  • Steve Vai
  • Chuck Berry
  • James Taylor
  • Jimi Hendrix
  • Janis Joplin
  • Jeff Buckley
  • Jim Morrison - The Doors
  • Bob Dylan
  • Bruce Springsteen
  • Pearl Jam
  • Iggy Pop
  • The Stooges
  • The New York Dolls
  • The Velvet Underground
  • Brian Wilson
  • Kurt Cobain - Nirvana
  • Metallica
  • Green Day
  • Aerosmith
  • Red Hot Chili Peppers
  • Smashing Pumpkins
  • Evanescence
  • Offspring
  • RATM
  • The Strokes
  • Elliott Smith
  • System of a Down
  • Stray Cats - Brian Setzer
  • Rap et hip hop
  • Public Enemy
  • 2Pac
  • Akon
  • ATCQ
  • Beastie Boys
  • Big L - DITC
  • Busta Rhymes
  • Canibus
  • Cypress Hill
  • dead prez
  • Dr. Dre - Eminem - 50 Cent
  • EPMD
  • Foxy Brown - Lil' Kim
  • Gangstarr - Afu-ra
  • Jay-Z
  • KRS-One
  • Nas
  • Necro
  • MF Doom
  • Missy Elliott
  • Mobb Deep
  • Mos Def - Talib Kweli
  • Non Phixion
  • Queen Latifah
  • Snoop Dogg
  • The Notorious B.I.G. - P.Diddy
  • Wu-Tang Clan - Shyheim - Redman

Pop et RnB

  • Michael Jackson
  • Prince
  • Madonna
  • Lionel Richie
  • Billy Joel
  • Paul Simon
  • Mariah Carey
  • Christina Aguilera
  • Britney Spears
  • Ciara
  • Chris Brown
  • R.Kelly
  • Pussycat Dolls
  • Mary J. Blige
  • Rihanna
  • Beyonce
  • Justin Timberlake
  • Pink
  • Letoya
  • Janet Jackson
  • Cherish
  • Black eyed peas

Jazz

  • Billie Holiday
  • Duke Ellington
  • John Coltrane
  • Lee Morgan
  • Louis Armstrong
  • Mahalia Jackson
  • Ella Fitzgerald
  • Miles Davis
  • Ray Charles
  • Keith Jarrett
  • Nina Simone

Soul & Funk

  • James Brown
  • Al Green
  • Barry White
  • Bill Withers
  • Bobby Womack
  • Brothers Johnson
  • sCurtis Mayfield
  • Earth, Wind and Fire
  • Erykah Badu
  • Kool & The Gang
  • Marvin Gaye
  • Otis Redding
  • Sly and The Family Stone
  • Willie Hutch

A bep seurt

  • Frank Sinatra
  • Johnny Cash
  • John Williams
  • Samuel Barber
  • Tom Waits
  • Max Steiner
  • John Barry
  • Jerry Goldsmith
  • Bernard Herrmann
  • Philip Glass
  • Hans Zimmer
  • Danny Elfman

Filmaozerien

 Lenn pennadoù Filmaozerien amerikan, dre brantadoù.

Lennegezh • Skrivagnerien amerikan, dre urzh al lizherenneg

Priz Nobel ar Peoc’h

King o komz e-pad ar gerzhadeg evit ar gwirioù keodedel.
King o komz e-pad ar gerzhadeg evit ar gwirioù keodedel.
  • 1906 : Theodore Roosevelt
  • 1912 : Elihu Root
  • 1919 : Woodrow Wilson
  • 1925 : Charles Gates Dawes
  • 1929 : Frank Billings Kellogg
  • 1931 : Jane Addams Nicholas Murray Butler
  • 1945 : Cordell Hull
  • 1953 : George Marshall
  • 1962 : Linus Pauling
  • 1964 : Martin Luther King Jr.
  • 1970 : Norman Borlaug
  • 1973 : Henry Kissinger
  • 1985 : Kevredigezh etrebroadel ar vezeien evit diarbenn ar brezel nukleel, Boston
  • 1986 : Elie Wiesel
  • 1997 : Jody Williams
  • 2002 : Jimmy Carter

Giz

  • Calvin Klein
  • Nike
  • Reebok
  • Tommy Hilfiger

C'hoarierion echedoù

Tud all

  • Benjamin Franklin, kefredour ha politikour e-pad ar brezel dizlac'hiezh
  • Thomas Alva Edison, krouer ha den afer
  • Howard Hughes, nijer, produer sinema hag un oristal a zen a afer
  • Stan Lee, senarioer comics, seurt bannoù-treset a bouez er Stadoù-Unanet
  • Allan Pinkerton, a grouas un ajañs bras a igounierien brevez
  • Paul Revere, dispac’her e-pad ar brezel dizalc’hiezh
  • Harriet Tubman, a roas skoazell da gantadoù a sklavourien da dec’hel kuit e norzh ar Stadoù-Unanet a-raok ar brezel disrannidigezh
  • Wilbur Wright, unan an nijerien vrudet kentañ.

Un nebeut sifroù

  • Dispignoù an armeoù : 400 miliard a USD (e 2004)
  • Linennoù pellgomz : 268 milion a USD (e 2003) [2]
  • Pellgomzerioù hezoug : 219 milion a USD (e 2005) [2]
  • Skingomzerioù : 575 milion a euroioù (e 1997)
  • Skinwelerioù : 219 milion a euroioù (e 1997)
  • Pellgomzerioù : 659 evit 1000 annezad
  • Implijerien Genrouedad : 205 milion a USD (e 2005) [2]
  • Pourchaserien moned war ar Genrouedad : 7 800 (en 2000)
  • Hentoù : 6 407 637 km (en o zouez 4 164 964 km hentoù terduet) (e 2004) [2]
  • Hentoù-houarn : 226 605 km (en 2004) [2]
  • Hentoù  : 41 009 km (en 2004) [2]
  • Niver a aerborzhioù : 14 858 (en o zouez 5 119 aerborzh gant roudennoù terduet) (e 2006) [2]

Notennoù 1. ↑ J.-Y. Cleach [...], La puissance américaine, p.104 2. ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 2,6 2,7 source : CIA - The World Factbook 3. ↑ mamennoù : populationdata.net 4. ↑ mamennoù : Bureau of the Public Debt 5. ↑ 5,0 5,1 5,2 5,3 5,4 5,5 L’état du monde 2006, Paris, La Découverte, 2005, pajenn 362 6. ↑ 6,0 6,1 Le Sénat américain fait de l'anglais la « langue nationale », Le Monde, 19/05/2006]


Liammoù diavaez

Lec’hiennoù ofisiel

  • (en) Porched ofisiel Stadoù-Unanet Amerika
  • (fr) Programmoù keleier etrebroadel skignet gant Servij kelaouiñ departamant-Stad ar Stadoù-Unanet.


This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net