Silabenn

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire


Ar silabenn a zo anezhi un unded yezhoniel o tennañ d'ar yezh komzet. Pep silabenn he devez dre ret un graoñell (peurliesañ ur vogalenn) ha sonennoù all a c'hell bezañ ouzhpennet outañ. A-bouez e c'hell bezañ silabennoù ur yezh evit goût e pelec'h emañ an taol-mouezh e pep ger ha neuze evit ar metroù implijet evit sevel barzhonegoù hag all.

Taolenn

Struktur ar silabenn

Setu struktur diazez ar silabenn:

Ar c'hraoñiell eo an elfenn ret nemeti.

Dre vras e vez kavet sonennoù mouezhiet e kraoñell ar silabenn, peurliesañ ur vogalenn pe meur a vogalenn. A-wechoù avat ez eus ur gensonenn silabennek e kraoñell ar silabenn, da skwer |[l]| pe |[r]|.

Ret eo da bep silabenn kaout ur graoñell dre vras. Ar silabenn a c'hell kaout ul lost pe get. Pa vez ul lost ouzh ar silabenn e vez gret silabenn serr anezhi ha silabenn digor a vez graet eus ar re n'o deus lost ebet. Da skwer ("C" = kensonenn; "V" = vogalenn):

  • silabennoù digor:V, CV, CCV...
  • silabennoù serr: VC, CVC, CVCC...

Tost holl yezhoù ar bed a ra gant silabennoù digor, met n'eo ket an holl a ra gant silabennoù serr ivez.

Fonologiezh ar silabenn

Ar reolennoù fonotaktikel a dalvez da c'hoût peseurt sonioù a c'hell implijout ur yezh bennaket ha penaos e c'hellont bezañ implijet gante. Da skwer e brezhoneg e c'heller kregiñ ur ger gant an div gensonenn s + k asambles ("skol") met e portugaleg e ranker ouzhpennañ un e ("escola"). Struktur ar silabennoù a cheñch ivez a yezh da yezh hervez reolennoù fonotaktikel resis.

Da skwer, daoust ha ma vez implijet silabennoù digor gant kazi holl yezhoù ar bed, yezhoù evel ar japaneg a ra gant silabennoù serr gant "-n" nemetken. Yezhoù evel ar sinaeg a rank ober gant silabennoù digor hag en o fenn ur gensonenn d'ar muiañ. Yezhoù all evel an arabeg e rank kregiñ pep silabenn gant ur gensonenn.

Ar silabennoù hag an taol-mouezh

Alies a-walc'h ez eus ul liamm strizh etre lusk ar gerioù (an taol-mouezh) ha struktur ar silabennoù a zo enne. E latin da skwer e ouzer e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger dre dielfennañ struktur ar silabennoù.

Yezhoù hep silabennoù

N'eo ket sklaer hag eo ur perzh hollek eus ar silabenn rak un nebeut yezhoù ral pe raloc'h evel an nuxálk (pe bella coola) a ra gant gerioù enne kensonennoù hepken, da skwer:

xłp̓x̣ʷłtłpłłskʷc̓ [xɬp’χʷɬtɬpɬːskʷʦ’] 'gantañ e oa ur blantenn (saoz. "bunchberry")'     (Bagemihl 1991:16)


Gwelet ivez:

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net