Saozneg

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire
Saozneg
(English)
Stadoù ma'z eo bet lakaet ar saozneg da yezh ofisiel enno dre lezenn pe dre fed
Perzhioù
Komzet e : Rouantelezh Unanet, SUA, Kanada, Aostralia, Iwerzhon, Zeland-Nevez, Liberia, India ha dre ar bed a-bezh evel eil yezh
Rannved : Europa, Norzhamerika, Aostralia
Komzet gant : 380 000 000 evel yezh kentañ
Renkadur : 3
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : dre lezenn: Aostralia, Belize, Liberia, Zeland-Nevez ha meur a vro all eus ar c'hCommonwealth;

kenofisiel: Kanada, Iwerzhon, India, Filipinez, Suafrika, Unaniezh Europa;
dre fed: Rouantelezh Unanet, Stadoù Unanet Amerika

Akademiezh : -
Rizhouriezh
Urzh ar gerioù {{{urzh}}}
Frammadur silabek {{{frammadur}}}
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 en
ISO 639-2 eng
ISO 639-3 {{{iso3}}}
Kod SIL ENG
Deuit da welet ivez Yezh.

Ar saozneg (English) zo ur yezh c'hermanek hag a zeu a Vro-Saoz. Hennezh eo yezh pe unan a yezhoù meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed.

Levezon ar saozneg

Edan levezon ar saozneg ez eus e-leizh a yezhoù arall, e tachennoù pouezus hiniv an deiz, da skouer en informatik hag en darempredoù a-bell, en armerzh. Ouzhpenn evit kement-se emañ deuet da vout pouezus-bras er bed, da gentañ a-gaoz da c'halloud an impalaeriezh saoz a-wezharall, ha surtout a-gaoz da c'halloud armerzh hag arme ar Stadoù Unanet. Ken pouezus emañ deuet da vout, mard eo ar yezh vrasañ en darempredoù etrebroadel, hag eilvet yezh ofisiel ur bochad broioù.

Emdroadur ar yezh

Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zo bet edan levezon ar galleg e meur a goulz. Al levezon-se a vez gwelet dre gaozioù hag a zo bet amprestet (déjà vu pe rendez-vous, div droienn c'hallek hag a vez implijet e saozneg) hag en ur bochad kaozioù a zo savet diwar ur wrizienn latin c'hoazh ivez. Ar c'haozioù-se a zo deuet a-barzh ar saozneg dre e zarempredoù gant ar galleg: a-gaoz d'an dra-se emaint tostik-tra, er skritur, ouzh ar gaoz kar. Ar c'haozioù-se a vez kavet er saozneg a-c'houde ker pell, ma ne sella ket mui an Anglizien oute evel ouzh kaozioù gallek. Da skouer: difference,introduction, village, pure.

Gerioù

  • ul levr saoznek a zo ul levr skrivet e galleg.
  • saoznekaat a zo lakaat saoznekoc'h, pe e saozneg.
Wikipedia e saozneg.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net