|
San Francesco rinuncia alle vesti (Sant Frañsez o tilezel ar madoù), livet gant Giotto, en iliz veur Assisi
Frañsez a Asiz o prezeg d'an evned, livet gant Giotto
Frañsez Asiz, livet gant Francisco Zurbarán.
Frañsez a Asiz pe Frañsez Asiz (Francesco d'Assisi, en italianeg), pe Giovanni di Bernadone hervez e wir anv, (1181-1226) a zo ul lean italian eus ar Grennamzer. Krouet en deus kumuniezhioù relijiel katolik deuet da vezañ Urzh ar Vreudeur minor hag an aozadurioù relijiel levezonet gantañ. Pouezañ a rae war ar vuhez a baourentez o nefe bevañ al leaned hag ar gristenien ivez. Unan eus ar sent katolik brudetañ hag azeuletañ eo. BuhezMab e oa da b-Pietro di Bernardone, ur marc'hadour pinvidik o chom en Assisi, ha da b-Pica Bourlemont, e wreg a orin eus Bro-C'hall. Ganet e oa bet e 1181 p'edo e dad o veajiñ, badezet e voe hag anvet Giovanni (Yann) gant e vamm, Pica Bourlemont, en enor da sant Yann-Vadezour, pa felle dezhi kaout ur mab a vije en Iliz. Met ne blijas ket an anv d'an tad avat, ha ne oa ket troet gant an Iliz. Fellout a reas dezhañ e vije graet Francesco (ar Gall) eus e vab, marteze evit enoriñ ar vamm a oa gallez, ha dre ma oa kustum d'ober kenwerzh gant Bro-C'hall.
Un deiz, p'edo o lonkañ gant e gamaraded e tegouezhas ur c'hlasker bara da c'houlenn an aluzen. Pa ne rae van ar re all e roas Frañsez d'ar paour kement tra a oa en e c'hodelloù. Goap a reas ar re all, ha trelatiñ a reas e dad pa ouias. E 1201 e kemeras perzh en un droiad brezel a-enep Perugia, prizoniet e voe, ha kraouiet e-pad bloaz. Krediñ a reer e troas war-zu Doue tamm ha tamm adre levezon ar pezh a vevas, er vac'h hag er brezel. Sellet ivez |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net