|
Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask eo Stadoù-Unanet Amerika (SUA) pe ar Stadoù-Unanet. Amerika pe Bro-Amerika ha SUA a vez graet anezho peurliesañ. Abaoe deroù an XXvet kantved eo ar Stadoù-Unanet ar riez c'halloudusañ er bed. Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci. Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro bremañ. Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù komzet ar muiañ , met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an XXvet kantved).
DouaroniezhTrede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h Rusia ha Kanada hag a-raok Republik Poplek Sina. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stad Alaska pe hini Texas. Ar bloc’had 48 stad (a vez anvet « Mainland » a-wechoù), zo dezhañ ur stumm a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg) </ref> J.-Y. Cleach [...], “La puissance américaine” p.104 </ref>. 2500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. An Stêr Missouri hag ar stêr-veur Mississippi zo o-div 6000 km a hed ha redek a reont er “Mainland”. Ken hir int o-div hag ar stêr Amazonia zo o redek e su Amerika. Harzoù gant broioù all12 034 km harzoù [1]:
Douaroniezh naturSkeudenn:DeathValley dunes1.png
Traoñienn ar Marv (Death Valley), al lec’h izelañ ha tommañ eus ar Stadoù-Unanet
TorosennadurLieseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet: Torosennadur ar Stadoù-Unanet zo er reter hag en em led a norzh da greisteiz dreist-holl. Er C'hornôg emañ Rocky Mountains (menezioù roc’hellek), al Lammoù-dour hag ar Sierra Nevada, 4500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez emañ plateizioù ha diazadoù Colorado. Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioù Mississippi ha Missouri o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez. Er Reter ez eus menezioù kozh, an Appalaches o anv, dezho 2300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor. Menezioù-tanAn darn vrasañ eus ar menezioù-tan bev zo er c’hornôg, en Alaska hag en enezeg Hawaii :
HinoùAn holl zoareoù hin a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ (hinad pennahelel en Alaska) d'an tommañ (Traoñienn ar Marv), eus ar glebañ (Gwalarn, (Stad Washington) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù e Gwalarn Amerika]]). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno. Stêrioù
LennoùGorread hollek al Lennoù Bras zo war-dro 250 000 km2, bezet an hanter eus gorread Frañs ar c’hevandir.
Douaroniezh denelDasparzh an annezidiAn Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habasak hag en Alaska n'eo ket ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad amerikan ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet. Kêrioù ha niver an dud ennoEn tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. megalopolenn BosWash zo e biz ar vro.
Istor berr SUAAn Indianed a oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat. Er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississippi hag e-se e enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile. E 1607 e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ, Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa Plymouth, Boston, Salem, Williamburg. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù. C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hleñvedoù-red (brec’h, ruzell) a voe degaset gant an difraosterien. Miliadoù a Indianed all a voe lazhet en ur vrezeliañ gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasañ ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadoù ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementiñ gorread an douaroù a veze dalc'het ganto betek ar mare-se. Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh ouzh Breizh-Veur d'ar 4 a viz Gouere 1776. Degemeret e voe ganto Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika e 1787. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se. Disklêriet e voe brezel an Digevrediñ e 1861 abalamour d'ar sklavelezh ha da blegoù fall an armerzh er Stadoù-Unanet. Ne viras ket ouzh a vro avat da vont war-raok. Evit gwir e oa bet miliadoù a dud o vont d'ober o annez ahont a-hed an XIXvet kantved. D'ar mare-se eo ivez e voe diorroet ar greantelerezh er vro hag e voe aloubet ar c’hornôg pa voe diorret an hentoù-houarn ahont. En XXvet kantved eo deuet ar Stadoù-Unanet da vezañ galloudusañ bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dresit-holl war-lerc'h an Eil Brezel Bed), daoust m'o doa renerien ar vro c'hiwtet o zaol da vare ar brezel er Viêt Nam. Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu ar brezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus an URSS (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadoù-Unanet ar vro dreistgalloudekañ nemeti er bed, evit a sell ar gallout milourel peurgetket. PolitikerezhAr vro zo anezhi hanter-kant Stad kevreat a astenn o beli leun war meur a zachenn : ur c'hevread eo. Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevread prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile. Dilennet e vez ar prezidant hag ar bezprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe 1951 n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar Strollad republikan hag ar Strollad demokratel. Dilennet e oa bet George W. Bush da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2000 (d'an 20 a viz Genver 2001 e krogas e respet)). E 2004 e oa bet dilennet en-dro. Al lez-veur zo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel. Ar feizGouarnamant ar Stadoù-Unanet ne c'houlenn ket petra eo feiz e geodediz diganto. Ar relijion zo dispartiet diouzh ar stad en ur mod ofisiel. Asuret eo ar pennaenn-mañ gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz azeuliñ. Ar stad c'hevreadel ne skoaziadenn skol relijiel ebetDaveoù a vank. Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn « Engel a-enep Vitale ». Enklaskoù privez a bep seurt a ziskouez etre 75% ha 90% eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulkoude int 44% a lavar o deus cheñchet relijion un wech da nebeutañ. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez ho kreañsoù. Ar brotestanted zo an niverusañ, met hepdale e vint dindan 50%. Ur c'hard zo katolik roman. Bez zo ivez dizoueidi, yuzevien, muzulmaned, boudisted, hindouisted ha kement zo. Stadoù ar Stadoù-Unanet
Amerikaned brudetSkiantourien Lenn ar pennadoù Skiantourien amerikan dre urzh al lizherenneg ha Jedoniourien, dre goulzad. Harozed ar armeoù amerikan
Livourien Lenn pennadoù Rummad: Livourien amerikan.
Luc’hskeudennerien Lenn pennadoù Rummad : Luc’hskeudennerien amerikan.
* Richard Avedon 1923-2004
Istorourien
Politikourien Lenn ar pennad Roll Prezidanted Stadoù-Unanet Amerika.
Sonerien Lenn pennadoù Rummad:Soner amerikan, Rummad:Kaner amerikan et Rummad : Kanerez amerikan. Rock
Pop et RnB
Jazz
Soul & Funk
A bep seurt
Filmaozerien Lenn pennadoù Filmaozerien amerikan, dre brantadoù. Lennegezh • Skrivagnerien amerikan, dre urzh al lizherenneg Priz Nobel ar Peoc’h
Giz
C'hoarierion echedoù
Tud all
Un nebeut sifroù
Notennoù 1. ↑ J.-Y. Cleach [...], La puissance américaine, p.104 2. ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 2,6 2,7 source : CIA - The World Factbook 3. ↑ mamennoù : populationdata.net 4. ↑ mamennoù : Bureau of the Public Debt 5. ↑ 5,0 5,1 5,2 5,3 5,4 5,5 L’état du monde 2006, Paris, La Découverte, 2005, pajenn 362 6. ↑ 6,0 6,1 Le Sénat américain fait de l'anglais la « langue nationale », Le Monde, 19/05/2006] Liammoù diavaezLec’hiennoù ofisiel
Stadoù Tiriadoù dalc'het
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net