|
Ar Rouantelezh-Unanet, zo Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon stumm hir hec’h anv, zo ur Stad europat dizalc’h bet krouet e 1801. Ar Stad-se a ya Breizh-Veur, Bro-Saoz, Skos, Kembre ha Norzhiwerzhon d’hec’h ober. An darn vrasañ eus he ziriad zo nepell diouzh aodoù gwalarn ar c’hevandir europat ha tro-dro dezhi emañ Mor an Hanternoz, Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel. Ar menez Beinn Nibheis (1 343 m) eo ar beg uhelañ anezhi. E Skos emañ. Notenn : arabat droukkemer ar Rouantelezh-Unanet evit Bro-Saoz, unan eus ar broadoù a ya d’hec’h ober, na gant Breizh-Veur, an enezenn bennañ.
IstorPennad dre ar munud : Istor ar Rouantelezh-Unanet
PolitikerezhPennad dre ar munud : Politikerezh Breizh-Veur
Ar Rouantelezh-Unanet, evel m’en diskouez hec’h anv, zo anezhi ur rouantelezh hogen lidel penn-da-benn eo galloud ar Roue (ar Rouanez Elizabeth II, e gwirionez. Ren a ra ar rouanez hogen ne ouarn ket. Gordon Brown eo ar Ministr Kentañ. Embreget e vez galloud erounit an unpenniezh vonreizhel-se, en anv ar Rouanez, gant ar Ministr Kentañ ha ministred all ar c’habined. Gouarnamant He Meurdez eo ar c’habined eta. Atebek eo ar vinistred eus ar Parlamant : ar « c’horf lezennadurel » an hini eo. Lavaret e vez peurliesañ ez eo ar c’horf uhelañ. Ar Rouantelezh-Unanet, evel nebeut a vroioù all er bed a-bezh, n’eus ket a lezennoù d’ober ar vonreizh anezhi. Savet eo gant kendivizadoù bonreizhel, gant elfennoù liesseurt a zeu eus ar boazamantoù hag eus ar c’hommon law, a vez graet lezenn vonreizhel Breizh-Veur anezhi peurliesañ. Ezel eo ar Rouantelezh-Unanet eus OTAN, Unaniezh Europa, Kuzul Europa , an S8, an ABU, an AFNA, ar C’hommonwealth hag an AESD. Ur riez gant ar galloud nukleel eo hag ivez ur galloud milourel kreñv p'eo bet gouest da zelc'her penn ouzh Alamagn nazi e 1940-1945 ha da gas meur a rejimant da vrezelioù Irak e 1991 ha 2003. Levezon vras he deus ar Rouantelezh-Unanet, bet an Impalaerezh vreizhveuriat bras-divent gwechall, er bed a-bezh dre ma vez komzet saozneg e meur a vro dreist-holl ha dre m’he deus darempredoù start gant Stadoù-Unanet Amerika.
Teir reizhiad lezennoù diforc’h he deus ar Rouantelezh-Unanet : al Lezenn saoz (« English Law »), a vez lakaet da dalvezout e Bro-Saoz hag e Kembre, al Lezenn norzhiwerzhonat (« Northern Ireland law ») evit Norzhiwerzhon hag al Lezenn skosat, ur reizhiad hiron diazezet war pennaennoù ar c’hommon laws hag ar civil laws, evit Skos. Gwarantiñ a ra an Akta Unaniezh , bet sinet e 1707, reizhiad al lezennoù distag evit Skos. Kambr al Lords eo al lez uhelañ evit barn ar vuntrerien hag an dorfedourien e Bro-Saoz, Kembre ha Norzhiwerzhon hag evit barn an dorfedourien hepken e Skos. Kemmoù zo bet degaset nevez zo er vonreizh hag e-se e vo treuzkaset galloudoù Kambr al Lords da Lez uhelañ ar Rouantelezh-Unanet.
AdrannoùPennad dre ar munud : Adrannoù ar Rouantelezh-Unanet Peder rann a ya d’ober ar Rouantelezh-Unanet. Alies e vez graet « Home nations » (broadoù orin) pe broioù bonreizhañ anezho. Rannet e vez pep broad gant ar gouarnamantoù lec’hel. Envel a ra ar Rouanez ul Letanant-Lord evit dileuriañ anezhi en takadoù diforc’h dibar a-dreuz ar Rouantelezh. En daolenn amañ dindan e teskriver buan ar peder bro vonreizhañ :
Notenn: An tiriadoù tramor zo anezho tiriadoù dindan aotrouniezh ha dindan reolerezh furmel ar Rouantelezh Unanet met ned eont ket d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh da lavaret mat. Enez Vanav, beliezh Jerzenez ha beliezh Gwernenez n’int ket lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet ; bez’ emaint e dalc’h ar Gurunenn Saoz. DouaroniezhPennad dre ar munud : Douaroniezh ar Rouantelezh Unanet An darn vrasañ eus Bro-Saoz zo, evit gwir, ur bladenn n’eo ket gwall uhel hag a zo rannet a reter da gornôg gant un takad meneziekoc’h. An Thames (346 km) hag ar stêr Severn (354 km) eo an div stêr bennañ eus ar Rouantelezh. Stêr hirañ ar Rouantelezh eo ar stêr Severn. E-kichenig Dover emañ ar riboul dindan Mor Breizh a liamm Breizh-Veur ouzh Frañs. N’eus ket a uhelennoù ouzhpenn 1000 m e Bro-Saoz. Ar Scafell Pike, dezhañ 978 m a uhelder, eo ar beg uhelañ eu Bro-Saoz. El Lake District, e Kumbria emañ. Liesseurt eo douaroniezh Skos, gant lowlands er su ha highlands en norzh hag er c’hornôg. Ar menez Beinn Nibheis (1 343 m) eo al lec’h uhelañ war un dro eus Skos hag eus ar Rouantelezh-Unanet. Brec’hioù hir ha don a sank en he douaroù. Tost da 800 enezenn zo e Skos. An darn vrasañ anezho zo e kornôg hag e norzh ar vro. En o zouez emañ an inizi Gall, inizi Arcaiibh hag inizi Sealtainn . Daoust m’eo Dinedin (Edimbourg) kêr-benn Skos, ur gêr binvidik an istor hag ar savouriezh anezhi, ez eo Glaschu (Glasgow) ar gêr bennañ eus ar vro. Kembre (Cymru e kembraeg) zo anezhi ur vro zo stank ar menezioù enni. Yr Wyddfa (Snowdon) ( 1085 m) eo ar beg uhelañ anezhi. Caerdydd (Kêrdiz), ur gêr e su ar vro, zo kêr-benn Kembre abaoe 1955. Emañ an darn vrasañ eus an dud o chom e su Kembre, dreist-holl er c’hêrioù a-seurt gant Abertawe (Swansea), Casnewydd (Newport) pe Caerdydd. Wrecsam eo ar gêr vrasañ en norzh. Northizerwhon zo anezhi ur vro zo stank an torgennoù enni. Ar c’hêrioù pennañ zo Béal Feirste (Belfast), Doire (Derry pe Londonderry) hag Ard Mhacha (Armagh). Ar broviñs-se a ya d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet. Loch nEathach (Lough Neagh) (388 km²) eo al lenn vrasañ eus an inizi breizhveuriat. Al lenn zo war-dro 30 kilometr er mervent da Véal Feirste. Sliabh Dónairt (Slive Donard) (849 m) eo ar beg uhelañ eus Norzhiwerzhon. Soñjal a reer ez eus war-dro 1 000 enezenn er Rouantelezh-Unanet ; 700 anezho zo e Skos. Naturel eo an darn vrasañ eus an inizi-se ; lod anezho avat zo bet krouet gant Mab-den war-bouez mein ha koad. Evit keñveriañ, gorread ar Rouantelezh-Unanet zo ken bras pe dost eus gorreadoù Roumania, Ecuador, Ghana hag eus gorread Ouganda zoken. ArmerzhPennad dre ar munud : Armerzh ar Rouantelezh-Unanet PoblañsouriezhPennad dre ar munud: Poblañsouriezh ar Rouantelezh-Unanet
Emdroadur ar boblañsouriezh etre 1961 ha 2003 (sifroù gant FAO, 2005). Poblañs e milieroù a dud.
SevenadurPennad dre ar munud: Sevenadur ar Rouantelez Unanet Ar yezhoù rannvroel anavezet zo :
En o frankiz emañ ar melestradurioù lec’hel da implijout yezhoù an enbroidi pe yezhoù all dibabet ganto ha diouzh an dud zo o chom en o fastell-vro.
Anvioù ofisiel
Karta Europa ar yezhoù rannvroel ha minorel a anavez ar c’hembraeg, ar skoseg, an iwerzhoneg, ar c’herneveureg hag ar skoteg evel yezhoù rannvroel ar Rouantelezh-Unanet hag an anvioù ofisiel zo roet dezho zo :
Lenn ivezPatrom:CommonsCat Patrom:Wikinews Liammoù diavaezRouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon en Open Directory Project Royaume-Uni travel guide war Wikitravel
Monarkiezhoù ar Bed
Afrika: Lesotho • Maroko* • Swaziland° Azia: Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Kambodja^ • Japan • Jordania* • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Arabia Saoudat° • Thailand • Emirelezhioù Arab Unanet^ Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Kanada • Grenada • Jamaika • Zeland-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Sant Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Rouantelezh Unanet Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Izelvroioù • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^ ° monarkiezh absolut, * monarkiezh damm-bonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù
Patrom:Porched ar Rouantelezh-Unanet
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net