|
Article on other languages:
|
Republik demokratel Alamagn (RDA, en alamaneg DDR : Deutsche Demokratische Republik) a oa ur stad european krouet d’ar 7 a viz Here 1949 ha divodet d’an 3 a viz Here 1990, pa voe kenteuzet gant Republik Kevreadel Alamagn (BRD) da vare unvanidigezh Alamagn.
DouaroniezhDiazezet e voe tiriad DDR war an tachad bet aloubet gant an Arme Ruz goude an eil brezel bed. Da lavaret eo reter Alamagn (harzoù 1937), hep an tachadoù reter da linenn Oder-Neisse, hag a oa bet staget ouzh Polonia hag URSS. Tro-dro tirirad DDR e oa Polonia er reter, Tchekoslovakia er su, Republik Kevreadel Alamagn (BRD) er c’hornôg hag aodoù ar mor Baltek en norzh. E-kreiz tiriad DDR e oa Berlin ar C’hornôg, kelc’hiet gant moger Berlin, 155 km hirder dezhi (43,1 km e diabarzh Berlin). Lec’h uhelañ DDR a oa er menezioù Erzgebirge, war an harzoù gant Tchekoslovakia, e Fichtelberg (1 214 m uhelder). Harz diabarzh AlamagnEtre DDR hag Alamagn ar C’hornôg (BDR) e un harz 1393 km anezhañ. Unan eus lodennoù evezhietañ ar Rideoz Houarn e oa. An holl ziazezadurioù surentez a aloube 344 km² eus tachenn DDR, ha bez e o oa 80 500 km orjal dreinek ha 2 230 000 min. Evezhiet e oa an harz gant 14 000 soudard ha 600 ki. Gwir o doa ar soudarded da dennañ war kement hini en dije klasket tremen dreist d’an harz. IstorPrezidanted DDR11 a viz Here 1949 - 7 a viz Gwengolo 1960 : Wilhelm Pieck Prezidanted Kuzul Stad DDRPa varvas Wilhelm Pieck e voe paouezet gant post “prezidant DDR”(Präsident der DDR) hag e plas e voe aozet renerezh a-stroll Kuzul-Stad DDR (Staatsrats der DDR) renet gant :
Prezidanted Kuzul ar Vinistred
Melestradur tachad DDREtre 1949 ha 1952 e oa rannet tiriad DDR e pemp Land : Brandenburg, Mecklemburg, Saxe, Saxe-Anhalt ha Thuringen. E 1952 e voe divodet ar stad gevreadel, hag ar pemp Land a voe diframmet. Neuze e voe rannet an tiriad e en 15 Bezirke (pastell-vro) :
Ar pemp Land a-raok adunivanidigezh 1990. Linnenoù ruz : harzoù nevez, linnenoù du : harzoù kozh
Pa voe unvanet Alamagn (Wiedervereinigung, d’an 3 a viz Here 1990) e voe aozet ar pemp Land en-dro. Kemmet e voe o harzoù war bouez nebeud, ha kemmet ivez un nebeud anvioù anezho : Mecklemburg a zeuas da vezañ Mecklemburg-Vorpommen. Anvet e voent stadoù kevreadel nevez (Neue Bundesländer). Berlin a voe unvanet ivez, hag hiziv an deiz eo ul Land (kêr-stad). ArmeArme vroadel ar bobl (Nationale Volksarmee - NVA) a voe krouet e 1956, goude Bundeswehr Alamagn ar C’hornôg. E 1983 e oa enni 170 000 den. Ul lodenn eus armeoù Feur-emglev Varsovia e oa. Arouezioù ha gouel broadel
Moneiz
MirdiE-kichen Alexanderplatz ez eus ur mirdi ennañ peadra da adkavout aergelc’h DDR. Ennañ e c’haller gwelout traoù arouezius eus ar stad-se, hag e c’haller zoken bleniañ unr c’harr Trabant en ur weladenniñ Berlin ar Reter.
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net