|
Article on other languages:
|
Graet e vez predeneg eus ar yezh pe eus ar stummoù-yezh keltiek dianavezet a veze komzet en Enez-Vreizh (pe Preden) hag en Enez-Vanav ivez moarvat, betek ar VIIvet kantved. Diwarnañ e teu ar brezhoneg, ar c’hembraeg, hag ar c’herneveureg. Ur skourr eo eta eus ar yezhoù keltiek; unan eus ar skourroù all a oa ar gouezeleg, komzet en Iwerzhon, en deus roet an iwerzhoneg, ar manaveg, ha gouezeleg Bro-Skos. Preden a zo ur stumm nes-kar d'ar ger *Brethan (“Breizh”), treuzskrivet Britannia gant ar Romaned. Ar c’hemm brasañ a zo etre ar yezhoù gouezelek hag ar yezhoù predenek eo ar c'h-/q/ keltiek a zo emdroet e /p/ e predeneg hag e /k/ e gouezeleg, diwar-se da skouer “mab” e brezhoneg ha “mac” e gouezeleg. Adalek aloubidigezh ar Romaned ez eus bet amprestet bernioù gerioù digant al latin hag eus an amzer-se e teu gerioù brezhonek evel brec’h, skol, pont pe anvioù deizioù ar sizhun... Ar pikteg, komzet el lodenn uhelañ eus an enezenn (e (Norzh Skos hiziv) a oa ur yezh predenek ivez moarvat, daoust ma n’eo ket bet ken latinekaet, dre ma n’eo ket bet aloubet ar Bikted gant ar Romaned. Darn a lavar o doa ar Bikted kaozeet ur yezh a-raok ha n’eo ket indezeuropek, met n’eo ket ali an holl yezhourien war ar poent-se. Aet eo ar pikteg da get hag ivez predeneg an Hanternoz (komzet e Su Skos hag e Gwalarn Bro-Saoz: Cumbria) da heul lanv ar saozneg hag ar gouezeleg. Predeneg ar c’hornaoueg a zo deuet da vezañ ar c’hembraeg, ha hini ar mervent ar c’herneveureg. Ar brezhoneg a zo bet degaset en tu all d’ar mor gant tud eus Enez-Vreizh deuet d'en em ziazezañ el ledenez a zo deuet da vezañ Breizh-Vihan pe Breizh hepmuiken. N'ouzer ket re vat pegoulz eo bet diforc'het ar yezhoù predenek diouzh ar yezhoù gouezelek. Levrlennadur
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net