Porzh a-steud

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire



Ar porzh a-steud a zo ur porzh enankañ/ec'hankañ a ro an tu d'an urzhiataer da gehentiñ gant e amva. Ur c'hetal eo ar porzh a-steud. Ar porzhioù a-steud a oa eus ar re gentañ o kevaraezañ an urzhiataerioù da eskemmañ stlennoù gant an diavaez. Anvet e vezont RS232 pa eo anv ar reolad e reont meneg dioutañ da arc'hwelañ.

An termen "a-steud" a dalvez kement hag e vez ar stlennoù oc'h amredek gant un neudenn nemetken eleze e vez ar bitoù o vezañ kaset an eil re da heul ar re all.

Da gentañ e veze tu nemet kas roadennoù ha tremen hep degemer anezhe pa ne oa ket daouank an treuzkas. Bremañ e vez daouank porzhioù a-steud an ijinennoù arnevez. Neuze o deus ezhomm div neudenn ar porzhioù daouank da zont a-benn da gehentiñ.

Arc'hwelañ ar porzh a-steud

N'eus ket ezhomm a arhent goubredañ (un eurier) da gas stlennoù pa vez ec'houbred ar c'hehentiñ. Da lavaret eo e vez an esaouenn amzer etre daou nod kenheuilh o vezañ diforzh. Hogen e rank ar paker bezañ en araez da ziforc'hiñ an nodoù (un hed a eizh bit en deus un nod) e-touez an heuliad bitoù e vez kaset dezhañ.

Setu perak e vez lakaet e penn pep nod kaset gant un hevelep kehentiñ ur bit spesadel anvet bit START hag unan da verkañ dibenn an nod anvet bit STOP. Pezh a c'heller adverkañ eo e vez dispignet 20% eus ar bann drafet gant ar bitoù-se (evit 10 bit kaset, nemet 8 arveret d'enbonegañ an nod ha 2 evit diogelañ ar bakadenn).

Ar c'hennaskerioù a-steud

Ar c'hennaskerioù arveret gant ar porzh a-steud a vez anvet DB9 ha DB25. Ar c'hennaskerioù-mañ o deus 9 broch evit an hini kentañ ha 25 broch evit an eil. Peurvuiañ e vezont kenstaget gant ar bennwal ha marc'het ouzh talbenn a-dreñv an urzhiataer.


This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net