|
Ur penn laser, pe unvez laser, a zo ur voest peurgloz, enni un ec'hoder (ur c'haser) laser (un diod laser), ur bodad melezourioù, un enanker, ur c'heflusker poligon. Ar bodad-se a servij da "skrivañ", pe gentoc'h, d'enlouc'hañ skeudenn un teul war ul luc'hreüser. Peurgloz e vez ar boestoù da zalc'hen war ar boultrenn hag al leizhienn da vont e-barzh. Arveret e vezont gant ar moullerezioù hag ar pelleilerioù "laser" ha gant an darn vrasañ eus al luc'heilerezioù niverel. Pennreolenn e vont en droPa vez lakaet en dro ur penn laser ec'h en em laka ar c'heflusker da treiñ hag an diod da ec'hodiñ. Ar skinenn produet gant an ec'hoder laser a zeu da barañ war ar melezour poligon marc'het war ar c'heflusker. E-mod-se ec'h en em laka ar skinenn laser d'ober monodoneoù war ar melezour danzeet dres dirak ar c'heflusker poligon. Na chom ken 'met neuze da sturiañ ar skinenn war-zu al luc'hreüser ez 'eus d'enlouc'hañ warnañ skeudenn an teul da voullañ oc'h implijout un heuliad melezourioù. Servijout a ra an enanker SOS da gontroliñ eo war enaou an diod laser ha da reiñ un dave eus savlec'h ar skinenn d'al luc'hreüser o treiñ evit ma vo enlouc'het anezhañ a linenn da linenn. Red eo goubredañ tizh ar c'heflusker poligon gant tizh al luc'hreüser. |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net