Ur stad unanel e tlefe bet Papoua Ginea-Nevez da gentañ. E 1975, avat, e oa un emsavidigezh war enez Bougainville hag aon ez eus gant ar gouarnamant e yelo kuit ar broviñs binvdikañ er vro. Pouezus tre e oa mengleuzioù Bougainville evit armerzh ar vo nevez ha kalz paouroc'h e vije bet ma vije digrevedet Bougainville. D'en em ziwall ouzh an dra-se e aozas ar gouarnamant kreiz un doare gouarnamant proviñsel evit ar broviñs-mañ ha neuze evit an 18 arall.