|
Article on other languages:
|
Sant Pêr gant alc'hwezioù ar Baradoz ha re salud an eneoù(Sant Petersbourg)
Simon, mab Jonas, anvet Simon-Pêr pe sant Pêr, ganet e deroù an oadvezh kristen e Galile ha marvet e 65 e Roma zo unan eus daouzek abostol Jezuz Krist. Choazet gant Jezuz evel penn an ebestel, Pêr a zeuas da vezañ penn an Iliz goude marv ar C'hrist. Sellet e vez outañ evel eskob kentañ Roma, ar pezh zo diazez aotrouniezh ar pab, eskob Roma, er gatoligiezh . Awenet en deus ur bern oberennoù arz, dreist-holl er c'hornôg latin. Pêr en Testamant Nevez
Sant Pêr gant Guido Reni
Meneget e vez atav da gentañ e-touez an ebestel. (Mk. 3, 16 ; Akt. 1, 13). Dre veur a daolad, en danevelloù e anavez Yann ha Paol ar renk-se. Evel se e tiskouez e feiz en anv an holl ziskibled : « Ha c'hwi, a c'houlennas gante, piv a lavarit on-me ? Pêr a respontas hag a lavaras dezhañ : Te eo ar C'hrist. » (Mk 8, 29) Diskouezet eo bet gant ar C'hrist evel penn da zont an Iliz :
Pêr en deus gwelet ha kemeret perzh e meur a vurzhud pe darvoud a-bouez e buhez ar C'hrist, evel pa valeas war an dourioù (Mz 14, 28-31), an Treuzdremmadur, pa voe harzhet Jezuz, da vare e varn, ha goude da vare ar Basion. Deskrivet eo en Avieloù evel un den birvidik met chom a ra etre daou vennozh a-wezhioù ha faziañ a ra ivez : dilezel a ra Jezuz Krist e-pad ar Basion daoust d'ar pezh en doa dislêriet kent : « Pa vefe an holl gwall skoueriet, evit me n'er bezin ket » (Mk 14, 29). Keuziañ a reas d'e nac'hidigezh da c'houde : « Ha Pêr en doe soñj euz ar gomz en doa lavaret Jezuz dezhañ : A-raok m'en devezo ar c'hog kanet div wezh, te az pezo ma nac'het teir gwezh. » (Mk 14, 72).
Sant Pêr livet gant Pieter Paul Rubens gant ar pallium hag alc'hwezioù ar Baradoz
Hengoun ar verzherinti e RomaHervez hengoun an Iliz e vije bet renet Iliz Antioch gant Pêr. Kentañ eskob ar gêr-se e voe. Lidet e vez ur gouel eus « Kador Sant Pêr en Antioch » d'an 22 a viz C'hwever abaoe ar IVe kantved. Seizh vloaz e vefe chomet eno.
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net