Gant c'hwec'h titl Kampion Frañs war-renk etre 2002 ha 2007, eo an OL ar c'hlub nemetañ bet gounezet gantañ (e touez ar pamp kampionad brasañ e Europa: Spagn, Italia, Bro-Saoz, Alamagn ha Frañs) kement a wech ur c'hampionad. N'eus nemet Rosenborg BK (Norvegia) 13 wech hag ar Celtic FC (Skos) 9 wech hag o deus graet gwelloc'h.
Gouhere 1988-Even 1993 : Raymond Domenech (kampion D2 e 1989, 1/16 gourfennad kib UEFA 1992)
Gouhere 1993-Even 1995 : Jean Tigana (Beskampion Frañs e 1995)
Gouhere 1995-Here 1996 : Guy Stéphan (Gourfennad kib ar c'hevre 1996, 1/8 gourfennad kib UEFA 1996)
Here 1996-Even 2000 : Bernard Lacombe (Trec'hour ar c'hib Intertoto 1997, 1/2 gourfennad kib Bro-C'hall 1998, 1/4 gourfennad kib UEFA 1999)
Gouhere 2000-Even 2002 : Jacques Santini (Kampion Frañs 2002, trec'hour kib ar C'hevre 2001)
Gouhere 2002-Even 2005 : Paul Le Guen (Kampion Frañs 2003, 2004 ha 2005, 1/4 gourfennad kevre ar gampioned 2004 ha 2005, trec'hour trofe ar gampioned 2002, 2003 ha 2004)
Gouhere 2005-Mae 2007 : Gérard Houllier (Kampion Frañs 2006 ha 2007, 1/4 gourfennad kevre ar gampioned 2006, 1/8 gourfennad kevre ar gampioned 2007, trec'hour trofe ar gampioned 2005 ha 2006, gourfennad kib ar c'hevre 2007)
abaoe Mae 2007 : Alain Perrin (Trec'hour ar Peace Cup 2007, trec'hour trofe ar gampioned 2007)