Norzhiwerzhon e framm ar Rouantelezh-Unanet
Norzhiwerzhon, pe Iwerzhon an Hanternoz pe Hanternoz Iwerzhon (Northern Ireland e saozneg, Tuaisceart Éireann en iwerzhoneg, Norlin Airlann e skoteg Ulaidh) a zo unan eus peder c'hevanenn Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, a-gevret gant Bro-Saoz, Skos ha Kembre. Norzhiwerzhon eo al lodenn eus biz Iwerzhon a zo manet e dalc’h ar Rouantelezh-Unanet e 1920 da heul ar brezel dieubiñ. C'hwec'h eus nav c'hontelezh Ulaidh a ya d'hec'h ober, ha Béal Feirste eo he c'hêr-benn. 1 685 267 a dud a oa o chom enni er bloaz 2001 dindan (14 139 km²).
Bodadeg Norzhiwerzhon
D'ar 7 a viz Meurzh 2007 ez eus bet dalc'het dilennadegoù evit klask kas war-raok ur galloud lec'hel da ren Norzhiwerzhon. Sed an disoc'hoù:
Hervez doare mont en-dro ar galloud e tlefe Kentañ ministr Norzhiwerzhon bezañ eus strollad an DUP, ha Ian Paisley e vefe hennezh, hag ar beskentañ ministr eus ar Sinn Féin (ha Martin Mac Guiness a zo bet anvet gant e strollad evit ar garg-se). Ma ne vez emglev ebet ne vo renet en-dro ar vro gant gouarnamant Londrez, eilet gant gouarnamant Dulenn.
Gwelet ivez
Liammoù diabarzh
Muioc'h a zafar war an danvez-mañ a vo kavet e-barzh ar Wiki commons
|