|
Article on other languages:
|
Lodenn norzh Afrika a vez meneget evel ur ranngevandir dibar evit abegoù douaroniel koulz hag istorel. Dezerh ar Sahara ha dezerzh Nubia a ya eus ar Meurvor Atlantel betek ar Mor ruz hag eo dies treuziñ anezho ken ez eus ur seurt gael diwelus war-zu ar Su. IstorDisheñvel-tre istor ar pobloù dispartiet gant ec'honderioù digenvez ha digenvez, ledennadoù traezh ha roc'hell divent enno. Dont a ra wae-wel pobloù Norzhafrika e mare ar Fenikianed kozh pa staljot trevadennoù, Karthada (Kart hadasht = Kêr nevez) an hini bennañ (war-dro - 814). Goude kresk ha digresk galloud Karthada e teuas amzer ar Romaned pa kemeras he bro Skipio an Afrikan (212 kt JK|- 212). Da diriad Karthada (hini Tunizia hiziv) e aloubas ar Romaned tiriadoù rouantelezh berber an Numided (darn Aljeria hiziv) e - 48. E Kornôg Norzhafrka e veze ur rouantezh berber all, anvet Mauretania gant ar Romaned. Pa oe aloubet ganto e -40 ez aio Mauretania d'ober daou broviñs, ar Mauretania tingitania (kêr-benn : Tandja) ha ar Mauretania kezarian (kêr-benn : Kezarea, Cherchell hiziv) ha goude e oe krouet ur Mauretania sitifian (kêr-benn : Setif. Koulskoude e oa pell Norzhafrika eus kreizenn an Islam e Damask hag e Bagdad hag khalifed distag (roueed gant galloud relijiel) a zo bet e Egipt (kalifed fatimat betek an 12vet kantved). Roueed Maroko a aloubas Spagn ha Su Bro-C'hall (VIIvet-VIIIvet kantved), met tamm ha tamm e oe skarzhet kuit gant ar Spagnoliz (diskar rouantelezh Granada e 1492). Er c'hontrol ne chomas ket distag ar broioù all eus ar bed muzulman pa teuas an Durked a-benn ren Aljeria, Tunizia, Libia hag Egipt (XVvet-XVIIvet kantved). Koulskoude ne c'helle ket an Durked mirout ma vez morpreizherien berber mistri war meur a borzh e Aljeria ha Tunizia.(Sell ouzh Kheir-ed-Din) Douaroniezh |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net