Norzh

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire

Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Rod an Avelioù

An Norzh, pe Hanternoz, pe Sterenn a-wechoù, a zo unan eus ar pevar avel, an tu-enep d'ar Su, pe Kreisteiz.

E sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet alies evel an tu pennañ hag anezhañ e vez diskouezet pe zispleget ar roudoù-avelioù all peurvuiañ. Da skouer, ar bevennad e laez ur gartenn a zispak bevennad Norzh an tiriad m'eo ar gartenn evel ur skeudenn tennet dioutañ hep ezhomm da resisaat an dra.
En tu enep d'ar Su emañ an Norzh hag a-skouer d'ar C'hornôg eus un tu ha d'ar Reter eus un tu all.



Termenadur

Norzh a c'hell bezañ :

  • Norzh douaroniel pe Norzh gwir, ur roud-avel a-hed gorre ar voul-Douar a yafe davet ur pol douaroniel war ahel an Douar hag e vez kavet gant un den a vefe war ar c'heheder pa sell ouzh an heol o sevel emañ ar pol Norzh war e gostez kleiz.
  • Norzh gwarellek pe Norzh magnetek, ur roud-avel a-hed gorre ar voul-Douar a yafe davet al lec'h m'emañ nerzh park magnetek o talvezout ar muiañ.
  • Ur roud ha n'eo ket o vont davet an Norzh douaroniel pe warellek ez-resis (langaj ar bobl).


Norzh gwarellek ha distroenn

Priziet eo an Norzh gwarellek peogwir eo posubl kavout ur roud a c'hell bezañ gwelet evel hini an Norzh douaroniel diwar un nadoz-vor. An diforc'h etre ar roud-se hag hini an Norzh douaroniel a vez anvet an distroenn warelllek. Dre vras e vez posubl chom hep klask jediñ ur roud resisoc'h en ur degemerout ar roud evel m'emañ. Koulskoude e vez ezhomm a-wechoù kaout ur reizhadenn pe e spered an den pe dre un ardivink bennak.
Chañch a ra ankl an distroenn hep ehan, met dre vilvedoù, setu perak e vez roet war kartennoù'zo e dalvoud evit ar bloaz m'eo bet savet ar gartenn.


Norzh ha lennegezh

Er vitologiezh gresian, an doue a c'hwezh avel o tont eus an Norzh a zo Borea e anv. Setu perak e vez kavet el lennegezh, da skouer e testennoù Platonos, meneg an Hiperboreidi (pe Dreistvoreidi) a vefe tud mitek o vevañ e Norzh pellañ ar bed.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net