|
Article on other languages:
|
Implijet eo bet ar sifroù roman gant Romaned an Henamzer evit skrivañ, gant 7 lizherenn hepken, niveroù anterin eus 1 betek e-tro 4000 pe 5000. Ne anavezent ket ar mann avat, pe kentoc’h ne veze ket sellet outañ evel ouzh un niver. Gwelet Steradurezh hollek). Skoueriekaet eo bet an niveradur evit an implijoù a-vremañ. Diazezet eo war 3 fennaenn :
Notadur klasel
Meur a adstumm zo bet koulskoude a-hed an istor a-raok na vije degemeret ar patrom-mañ, ken war an doare da dresañ an niveroù ha war an doare da jediñ. 1000, da skouer, a c’hall bezañ skrivet M (an doare implijetañ) hogen ivez C(I) pe I barrenn. Gant ar reizhiad-mañ e c’haller skrivañ an holl niveroù eus 1 da 3999. Evit an niveroù brasoc’h ec’h implijer ar varrenn a-led a-us d'an niver evit merkañ ur faktor 1000 ha div varrenn evit ur faktor 1 000 000.
Doare oberEvit gouzout talvoudegezh un niver skrivet gant sifroù roman e ranker e lenn a-gleiz da zehou. Mard eo brasoc’h pe kevatal ur sifr eget ar sifr zo war e lerc’h, e sammer anezho o-daou. A-hend-all e vez lamet. War-lerc’h 4000 e cheñch a reolenn. Ne vez ket implijet ar reizhiad dilem evit a miliadoù.
N'eus ket bet graet atav gant ar reolennoù-se, dreist-holl evit an enskrivadurioù : meur a zoare ober o deus kenvevet an eil gant egile (evel IIX evit VIII pe VIIII evit IX). N'eus ket re bell zo eo bet stabilaet an doare ober a-vremañ. ImplijoùImplijet e vez c’hoazh ar sifroù roman hiziv an deiz evit skrivañ anvioù an c’hantvedoù hag ar milvedoù dreist-holl. Da skouer « an XXIvet kantved » hag « an IIIe milved ». Kavet e vez sifroù roman war skrammoù an horolajoù hag an eurieroù ivez. Pa vez graet e vez notennet ar sifr pevar evel-mañ IIII alies, ha neket evel-henn IV; d'ober bravoc’h eo traken. Evel-se e vez savet ar pevar sifr kentañ diwar un I hepken (I, II, III et IIII), ar pevar da heul diwar ur V (V, VI, VII, VIII) hag ar pevar diwezhañ diwar un X (IX, X, XI, XII). Mat eo gouzout ivez eo ken kozh ar skrivadur IIII hag ar marevezh roman hag eo bet implijet e-pad pell en enskrivadurioù, e dornskridoù ar Grennamzer hag en embannadurioù klasel a-gevret gant ar skrivadur IV. Gwechall e veze implijet ar sifroù roman evit merkañ bloaz savidigezh an tiez, dreist-holl ar savadurioù ofisiel pe velestradurel. C’hoarvezout a ra c’hoazh d'an den en em gavout gant sifroù evel-se ouzh talbenn tiez kozh. Tamm-ha-tamm eo bet dilezet ar sifroù roman hag erlec’hiet int bet gant sifroù anvet « arabek ». Ar re-se a ra gant ur reizhiad dekvedennel. Emsavoc’h eo rak gallout a reer evel-se skrivañ sifroù berroc’h gant a-oban muioc’h a lizherennoù (10 e-lec’h 7), hag e c’haller implijout an niver mann (0). Ouzhpenn-se e c’haller gant ar reizhiad dekvedennel skrivañ ar sifroù a-steud ar epzh a aesa klaz ar jediñ war baper. Skouerioù sifroù roman
Ur wech bet diazezet an emglevioù skrivañ e ouezer skrivañ sifroù anterin gant sifroù roman. Ne rae ket jedoniourien gwechall gant an notadur-se evit ober sammadennoù pe liesadurioù avat. Ober a raent gant abakennoù. Gant-se e raent gant un niveradur delec’hiet hep gouzout dezho ha ne welent ket e vije bet tu dezho implijout an niveradur delec’hiet-se evit skrivañ an niveroù ur wech da vat. Adstummoù krennamzerelA-wechoù eo bet disleberet skrivadur ar sifroù roman er Grennamzer.
E skridoù zo eus ar XVvet hag ar XVIvet kantved ec’h implijer ivez :
Diwallit ! Kudennoù zo gant merdeerioù Internet zo evit diskouez an arouezennoù unicode. eo an arouezennoù evit 1000, 5000 ha 10000. JediñPosupl eo e vije bet kaset implijerien ar reizhiad-mañ da anavezout disoc’hoù zo dre an eñvor a-benn bezañ gouest da jediñ aesoc’h. Da skouer, ma ouient en a-raok petra a oa liesad XII dre XII e oa aes dezho dezastum liesad XII dre unan nebeutoc’h pe unan muioc’h. Gwelet ivez |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net