New York

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire
Skeudenn:Meurastumm.png Evit Stad New York, gwelet amañ.

New York (distagadur saozneg amerikanek: [nuːˈjɔːɹk]) pe Kêr New York (evit lakaat kemm gant Stad New York), New York City e saozneg (City of New York ent-ofisiel, berradur NYC) eo kêr vrasañ Stadoù-Unanet Amerika. Lesanvet eo The Big Apple (ar Mell Aval) pe Ar gêr na gousk morse. A-wezhioù e vez graet Evrog Nevez anezhi e brezhoneg ivez gant lod[1].

Taolenn

Istor

Manhattan Izelañ e  1660, pa oa ul lodenn eus   New Amsterdam (Nieuw Amsterdam).
Manhattan Izelañ e 1660, pa oa ul lodenn eus New Amsterdam (Nieuw Amsterdam).
Mulberry Street, el Lower East Side, war-dro 1900.
Mulberry Street, el Lower East Side, war-dro 1900.
Midtown Manhattan, New York City, gwelet eus ar Rockefeller Center, e 1932.
Midtown Manhattan, New York City, gwelet eus ar Rockefeller Center, e 1932.
Ur gwel eus  New York City gant an arouezioù meur, Delwenn ar frankiz, Ellis Island, an Empire State Building, hag ar World Trade Center, e  2001.
Ur gwel eus New York City gant an arouezioù meur, Delwenn ar frankiz, Ellis Island, an Empire State Building, hag ar World Trade Center, e 2001.

War-dro 5000 [2] a henvroiz Lenape (pe Delaware) a oa o chom er c'hornad pa voe dizoloet e 1524 gant Giovanni da Verrazzano, ur moraer italian gopret gant ar roue gall Frañsez I, a anvas anezhañ "Nouvelle Angoulême" (Angoulême Nevez) pa oa bet Frañsez IPatrom:Añ, dug Angoulême.[3].

E 1614 e voe savet un toullad tier, er c'hreisteiz d'ar stêr, gant Hollandiz a glaske diazezañ kenwerzh ar foulinennoù , hag anvet e voe "New Amsterdam," e kreisteiz Manhattan. Gant an Izelvroad Peter Minuit e voe prenet enez Manhattan digant al Lenape e 1626, hag hervez ur vojenn, distaolet a-benn bremañ, e vije koustet dezhañ $24 e gweraj. ).[4] E 1664 e voe aloubet ar gerig gant ar Saozon, hag anvet "New York" gante abalamour da zug York, e Bro-Saoz, (a oa da vezañ James II .[5]

Pa voe echu an eil brezel etre Saozon hag Izelvroiz e oa mestr tud an Izelvroioù war enez Run, hag e rojont New Amsterdam (New York) d'ar Saozon en eskemm. A-benn 1700 ne chome nemet 200 Lenape ken. .[6]

( a vo kendalc'het)


Gevellerezh

Notennoù

  1. Dont a ra an anv-se eus ar c'hembraeg Efrog Newydd. E kembraeg e reer Efrog eus kêr York, e Bro-Saoz, diwar an anv predenek) Eboracon. Diwar skouer ar yezhoù keltiek all : iwerzhoneg Nua-Eabhrac, gouezeleg Bro-Skos Eabhraig Nuadh, kerneveureg Evrek Nowydh. Ne vez ket implijet anv saoznek ofisiel kêr New York en holl yezhoù. Da skouer, er yezhoù latin: e portugaleg e reer gant pt:Nova Iorque , e spagnoleg gant es:Nueva York , e latin gant la:Urbs Novum Eboracum, e katalaneg gant ca:Nova York , e galizeg gant gl:Nova York, en okitaneg: oc:Nòva York, e normaneg:nrm:Nouvieau York, e sikilieg:scn:Nova York. E yezhoù all ivez: en esperanteg eo:Novjorko , e poloneg: , e lituaneg , e latveg lv:Ņujorka , e nahuatleg nah:Manhatitlān , en Iñupiak ik:Tchiaq York Iniqpak, en alamaneg Pennsylvania pdc:Nei Yarrick Schtadt.
  2. "Gotham Center for New York City History" Timeline 1500 - 1700
  3. Rankin, Rebecca B., Cleveland Rodgers (1948). New York: the World's Capital City, Its Development and Contributions to Progress. Harper. 
  4. Miller, Christopher L., George R. Hamell (September 1986). "A New Perspective on Indian-White Contact: Cultural Symbols and Colonial Trade". The Journal of American History 73 (2). Kavet 2007-03-21
  5. Homberger, Eric (2005). The Historical Atlas of New York City: A Visual Celebration of 400 Years of New York City's History. Owl Books, p. 34. ISBN 0805078428. 
  6. "Gotham Center for New York City History" Timeline 1700-1800

Liammoù diabarzh

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net