New Mexico (saozneg: New Mexico — distagadur IPA [ˌnuːˈmɛksɪkoʊ]; spagnoleg: Nuevo México), pe c'hoazh Mec'hiko Nevez pe Meksik Nevez, a zo ur Stad eus mervent Stadoù-Unanet Amerika, ar 47vet hini degemeret en Unaniezh (e 1912). N’eus yezh ofisiel ebet gant ar Stad-mañ, met e-skoaz ar saozneg, e vez graet kalz gant ar spagnoleg.