Nestor Mac'hno

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire



Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Nestor Ivanovitch Mac'hno, (Gouliaipole, 27 a viz Here 1889Pariz, 25 a viz Gouere 1934) (ruseg Нестор Иванович Махно) a zo un diveliour eus Ukraina.

Yaouankiz

E dud oa bet serv, ha paour-razh e oant. E dad a zo marvet pa oa eñ 11 miz nemetken. Ranket en doa kuitaat ar skol da 10 vloaz, ha labourat evit sikour e familh. Gwezh kentañ dezhañ bezañ merket gant an amjustis a c’hoarvezas pa welas paotrig ur marchosi bezañ skoet gant e vistri. 13 vloaz e oa. Goulenn a reas sikour digant implijidi all, hag int da spontañ ar perc'henn. Skoet eo bet kalz gant ar c’hentañ taol-freuz-mañ. E 1906 ez eas en darempred gant labourerien-douar anarkour eus Gouliai-Polie. Stenn mat oa an Tsar d’ar c’houlz-se. Ouzhpenn embann ha skignañ traktoù a rae ar strollad labourerien-mañ : oberiant-tre oant, ha ne oant ket nec’het respont kenkent da feulster ar gouarnamant. E-touez o obererezh e c’heller menegiñ an diberc'hennañ. Dezvet o doa ar "spont du" a-enep d’an tsarouriezh. Harzet oa Nestor Makhno, gant 13 den all goude taol-spont c’hwitet ar strollad Gouliai-Polie a-enep da gouarnour ar proviñs, hag a-enep d’ar gevrenn lec’hel an Oc'hrana. Ne vo ket kondaonet d’ar marv a-drugarez d’e oad, met chom a raio en toull e-pad 9 bloaz, da lâret eo betek deroù an dispac’h. En toull-bac’h e tizoloas ar C’henskoazell gant Pêr Kropotkin. Ober a reas ivez anaoudegezh gant Piotr Archinof met ivez gant mevelerezh an dud desket. Adalek an deiz-mañ, ne gredas ket ken en onestiz dispac’hel ar ||politikerezh|bolitikourien]]. Dieubet, ez eas en-dro en darempred gant diveliourien Gouliai-Polie. Dizemglev a savas kenetrezo. Ouzhpenn bruderezh a felle da Nestor Makhno ober. Krouiñ a reas neuze un Unvan al Labourerien Douar (d’an 29 a viz Meurzh 1917). Ur soviet e teuio da vezañ, levezoniñ a raio un toullad mat a dud tro-war-dro. Ar vicherourien hag al labourerien a stagas en-dro gant an diberc’hennañ hag ar strollañ douaroù, stalioù ha tier-labour. D’ar memes koulz e voe savet kumunioù, diazezet war ar volontez-vat, ar c’hengred, hag emveradur stalioù zo. Dilennet e voe Nestor Makhno e penn ar c’homite komun. Divodet e voe ar Vodadeg Sevel Lezennoù d’ar 6 a viz Genver 1918. Ken luziet oa an traoù, ma profitas armeoù Aostria hag Alamagn evit klask aloubiñ Rusia ha lakaat en arvar ren ar volcheviked. D’an 3 a viz Meurzh 1918 e voe sinet emglev Brest-Litovsk gant Lenin. Disrannet e voe neuze impalaouriezh kozh Rusia. Dindan beli Alamagn e voe Ukraina neuze, ha distreiñ a reas ar berc’henned hag ar vistri er vro. Tud disuj a savas (en o zouez tud a youl vat o tont eus Gouliai-Polie) evit reiñ dorn da dud Alexandrovsk ha skarzhañ arme ac’hubiñ Alamagn. An Alamaned a gemeras tro evit ac’hubiñ Gouliai-Polie d’e dro. Nestor Makhno a yeas da Voskva. Eno ez eas e darempred gant diveliourien a gavas kalz re c'houzañvus, hag ivez gant Lenin evit komz diwar-benn pezh a c’hoarveze en Ukraina. Distro en e vro, e klaskas sevel an dispac’h. Sevel a reas ar Mac'hhnovchtchina hollvrudet e miz Gwengolo 1918. Dindan 3 miz e tieubas ar vac'hnovisted un tamm mat eus reter Ukraina. Ur wezh trec’het an enebourien, e rankas lu Mac'hno stourm a-enep un enebour nevez : arme ar jeneral Anton Denikin.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net