Napoleon Iañ

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Napoléon Bonaparte, ganet Napoleone Buonaparte

Napoleon (Napoléon Bonaparte hervez ar stumm gallekaet, Napoleone Buonaparte hervez ar stumm italianek orin, Nabulio Buonaparte e korseg) , a oa bet ganet d'ar 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu (Korsika), marvet d'ar 5 a viz Mae 1821 en harlu e Santez-Elen.

Kuitaat a reas Korsika da vont da soudard en arme c'hall. Buan e teuas da vezañ jeneral, ha neuze politikour ha den a stad, ha war-lerc'h impalaer gall.

E vuhez

Pevarvet bugel Carlo Buonaparte, 23 bloaz, ha Maria Letizia Ramolino, 19 vloaz, e oa. E dad a oa alvokad, ha tammoù douaroù dezhañ.

Tad, mamm ha bugale

Bet e oa an tad o stourm gant Pasquale Paoli.Met pa voe diskaret ar Republik kors e Ponte-Novo d'an 9 a viz Mae 1769 ha pa voe aet Paoli d'an harlu da Vro-Saoz ez eas a-du gant ar C'hallaoued. Ober a reas al lez d'ar gouarnour gall, kont Marbeuf, a orin breizhat, evit sachañ digantañ kargoù, dre ma oa an dud o kreskiñ buan en ti, ha bihan gounit an douaroù. Hervez an teodoù fall eo ar gouarnour a vije bet tad naturel Napoleon.

Diwar an 12 bugel he doe Letizia e chomas 8 en buhez:

Gallekaet e voe an holl anvioù-se da c'houde, evit abegoù politikel pe sevenadurel, pe dre ma ne blijent d'ar merc'hed.

(hir e vo)

Gwelout

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net