|
Ar Mor Baltel, pe ar Mor Baltek, a zo ur mor eus Europa, digor war Mor an Hanternoz ha, drezañ, war ar Meurvor Atlantel, dre strizhioù-mor Kattegat ha Skagerrak. En-dro d’ar Mor Baltel e kaver ar broioù-mañ (en ul loc’hañ eus ledenez Skandinavia) : Sveden, Finland, Rusia (rannvro Sant Petersbourg), Estonia, Latvia, Lituania, Rusia (rannvro Kaliningrad), Polonia, Alamagn, Danmark.
DouaroniezhEn em astenn a ra ar mor war ur gorread a 432 800 km², ha div ledennad dour vras a sank en douaroù, en hanternoz : pleg-mor Finland, etre ar vro-mañ hag Estonia, ha pleg-mor Botnia, etre aod reter Sveden hag aod kornôg Finland. N’eo ket don ar Mor Baltel, ma vez keñveriet gant morioù all (57 metr donder well-wazh, 459 m en e zonañ en hanternoz enez Gotland). Abalamour da se ha peogwir eo strizh an tremen war-zu Mor an Hanternoz, e chom an hevelep dour eno e-pad pell, ar pezh ne ra nemet gwashaat ar c’hudennoù saotradur. E-keñver douarouriezh n’eo ket gwall gozh ar Mor Baltel : stummet e oa bet er c’hwec’hvet milved a-raok J.K. N’eo ket gwall sall dour ar Mor Baltel, e-skoaz morioù all. Meur a abeg a zo d’an dra-se : abalamour d’an hin n’a ket an dour da ziaezhennañ buan, kalz stêrioù a ziskarg o dour dous er mor ha, gant ar strizh m’eo an tremen war-zu Mor an Hanternoz, ne vez ket mesket dour disall a-walc’h ar Mor Baltel gant dour salloc’h ar Meurvor Atlantel. Ar sallder izel eus an dour mor eno a zispleg perak e vez spesadoù plant ha loened disheñvel a-walc’h diouzh ar re a gaver e morioù all. Displegañ a ra ivez perak e vez skornet ul lodenn vat eus ar Mor Baltel e-pad ar goañv. War-dro an hanter eus gorread ar mor, well-wazh, a vez goloet gant skorn e-pad ar goañv. Al lodennoù norshañ (Pleg-mor Botnia, Pleg-mor Finland) eo a vez skornet dreist-holl, met goañvezhioù zo ez eus bet gwelet skorn betek war aodoù reter Danmark. AnvioùCheñch a ra anv ar mor-mañ hervez ar yezhoù :
Inizi pennañKalz inizi a zo er Mor Baltel. E-touez ar re vrasañ anezho e c’heller menegiñ ar re-mañ :
Kêrioù brasSetu amañ ar c’hêrioù pennañ a gaver en arvor, renket adalek an hini vrasañ :
Porzhioù bras all :
Liammoù diavaez
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net