Mississippi a zo unan eus an 50 stad a ya d'ober Stadoù-Unanet Amerika, e kreisteiz ar vro. Jackson eo ar gêrbenn ha brasañ kêr ar stad.
Dont a ra anv ar stad eus anv ar stêr Mississippi a red er c'hornaoueg dezhi.
Ar magnolia eo arouez ar stad.
Douaroniezh
En hanternoz d'ar stad emañ Tennessee, er reter Alabama, er c'hreisteiz Louiziana hag un tamm bihan eus aod pleg-mor mec'hiko hag er c'hornôg, en tu all d'ar stêr Mississippi, Louiziana hag Arkansas.
Stêrioù all zo ivez: *Big Black River, Pearl River, Yazoo, Pascagoula, Tombigbee. Lennoù zo ivez: Ross Barnett Reservoir, Arkabutla Lake, Sardis Lake ha Grenada Lake.