Mezopotamia

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire
Kartenn eus Mezopotamia gwechall

Mezopotamia a oa, en Henamzer, ur vro e kornôg Azia, etre ar stêrioù Eufrates ha Tigris, el lec’h m’emañ Irak hiziv. Lavarout a reer ez eo bet "Kavell ar sevenadurioù kentañ" rak diorroet-kenañ e oa ar sevenadur er rannved-se en Henamzer e-pad 3 000 bloaz. Dre vras en em astenne Mezopotamia etre ar menezioù Zagros hag Anti-Taurus en hanternoz, hag ar Pleg-mor Pers er c’hreisteiz, ar pezh a glot a-walc’h gant Irak hiziv, gant reter Siria ha gevred pellañ Turkia ouzhpenn.

Dont a ra an anv Mezopotamia eus ar gregach, ha talvezout a ra kement hag etre stêrioù. War an div stêr-se eo diazezet brud ha pinvidigezh ar vro. Gant o dour e c’helled doura an douaroù hag evel-se e c’hellas al labour-douar mont war-raok. En div stêr e oa stank ar pesked ha war o ribloù e oa puilh al loened gouez hag al laboused. An douaroù strujus a daole boued a-walc’h evit an dud a oa o chom er c’hêrioù. E kreisteiz Mezopotamia, just a-walc’h, e teuas ar c’hêrioù kentañ war wel. Dont a rejont da vezañ lec’hioù kreiz evit ar c’henwerzh, an artizanerezh, ar velestradurezh hag an difenn. Annezidi Mezopotamia a implije ar pri d’ober brikennoù evit sevel o ziez, ha d’ober taolennoù evit skrivañ.

Pinvidigezh Mezopotamia a veze c’hoantaet gant ar pobloù amezek. Aloubet e voe ganto alies. Abalamour va veze aon rak an aloubadegoù-se eo e voe savet kêrioù gant mogerioù-kreñv difennet-mat.

Gwelet ivez

Diwall

Ne vo ket mesket Mezopotamia, anv ar vro en Azia en Henamzer, gant an anv spagnolek Mesopotamia , a zo anv ur broviñs en Arc'hantina.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net