|
Article on other languages:
|
Ar Mercosur (Mercosul e portugaleg) zo anezhi kumuniezh armerzhel broioù Amerika ar Su. Talvezout a ra kenvarc'had ar Su (Mercado Común del Sur e spagnoleg / Mercado Comum do Sul e portugaleg) rak int div yezh ofisiel ar MERCOSUR (ar spagnoleg gant Arc'hantina, Paraguay, Uruguay, Venezuela hag ar broioù kevelet hag ar portugaleg gant Brazil).
Istor ar MercosurDeuet e oa ar Mercosur war-wel d'ar 26 a viz Meurzh 1991 o sinañ feur-emglev Asunción. An trede marc'had uniet er bed eo goude Unvaniezh Europa hag an EFENA. Ur benveg kenlabour aet kalz pelloc'h eget an EFENA eo. Disklêriadur Cuzco d'an 8 a viz Kerzu 2004 a rakwel e enframmañ tamm ha tamm en un unvaniezh bolitikel hag armerzhel e Suamerika a-bezh : Kumuniezh Suamerika ar Broadoù (CSAN). Se a dalvo teuz ar Mercosur ha Kumuniezh an Andoù (Kolombia, Ecuador, Perou ha Bolivia), hag enframmadur Chile, Guyana ha Surinam ouzhpenn. Ar 27vet kuzuliadeg d'an 17 a viz Kerzu 2004 e Ouro Preto a lakas ofisiel tri ezel kevelet nevez : Ecuador, Kolombia ha Venezuela. E-pad ar c'huzuliadeg-mañ o doa embannet Panama ha Mec'hiko e oant e sell da vont er Mercosur. Broioù ezel pad :
Broioù kevelet d'ar Mercosur :
Broioù hag o deus emglevioù frankeskemm gant ar Mercosur :
Un nebeut sifroù tennet eus al lec'hienn ofisiel :
Gwelet ivezLiammoù diabarzhLiammoù diavaez |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net