Martial Ménard

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire

Un embanner, ur geriadurour hag un troour o labourat puilh war dachenn ar brezhoneg eo Martial Ménard (pe vMenard) hag eñ ganet e 1951 e Pariz en ur familh breizhat o chom e Vitry-sur-Seine.

Taolenn

An Emsaver

Ganet eo bet Martial Ménard en XIIvet arondisamant e Pariz. Studioù en doa graet evit bezañ keginer hag e tapas ar CAP keginer. Da Vreizh ez eas da chom e 1965.

Ezel eus TBB e oa. E 1979 e oe kondaonet da 7 vloaz toull-bac'h gant Lez Surentez ar Stad evit bezañ kemeret perzh en ur gwalldaol e Ploueg-ar-Mor a-enep eilti ar c'homiser Roger Le Taillanter, patrom SRPJ Roazhon, d'ar 15 a viz Mae 1979.

Deskiñ a reas ar brezhoneg pa oa prizoniad (betek an distaoliadeg divizet gant François Mitterand e 1981 hag e peurzeskas hor yezh en ur labourat gant kouerien eus Bro-Gerne. Mont a reas diouzhtu da vestr-skol e skol Diwan Kemper (staliet e Ploveilh d'ar mare-se).

An embanner hag ar c'hazetenner

E 1983 e savas gant tud Diwan ur c'hevarzhe evit lakaat embann al levrioù brezhonek a rae diouer bras d'ar skolidi vrezhoneger hag e teuas da vezañ rener an ti-embann An Here en deus embannet kalz levrioù evit ar yaouankiz. Siwazh, An Here a reas freuz-stal en diskar-amzer 2005.

Gant muioc'h evit 150 levr, un nebeud kazetennoù, kasedigoù video hag ur CD-Rom en deus pourchaset rener An Here un danvez fonnus d'ar vrezhonegerien yaouank hag ivez d'an dud deuet.

Bet eo ivez rener an embann evit ar gazetenn Breizh Info (Bretagne Info). Ar c'hentañ e voe a ziskulias eno krog un ezel eus burev ar Front National, Fernand Le Rachinel war ar voulerezh eus Sant Brieg anvet les Presses Bretonnes, a embanne Révision, ur gazetenn adwelour. Gounit a reas ar prosez savet outañ gant Rachinel e dalc'h ar 26 a viz Even 1997, e lez-varn Sant-Brieg.

Ur rendael a savas e 2001 etre Martial Ménard ha prezidant ar C'huzul Rannvro, Josilin Roc'han. Hemañ a nac'has tremen e stal Skol-Uhel ar Vro, er saloñs Expolangues e Pariz, kuit d'en em gavout gant Martial Ménard, rener Breizh Info, en doa embannet ur pennad a gave abeg ennañ, hag a zisklêrias « Je n'accepterai jamais que l'on fasse l'apologie du terrorisme ni celle de la collaboration et des collaborateurs. »


Embann a reas e 1998 Les Mémoires d'un paysan bas-breton gant Jean-Marie Déguignet, a oa bet nac'het gant tier-embann bras eus Pariz. Ur berzh bras ha dic'hortoz a reas al levr-se.

Bet eo besprezidant Kevredigezh Embannerien Breizh (Association des Editeurs Bretons). Ezel eo eus Skol-Uhel ar Vro (rann « Yezh ha yezhoniezh »). Savet en deus levrioù diwar-benn ar brezhoneg.

Derc'hel a ra ar rubrik "Skolig ar brezhoneg", war Ouest-France, a glask reiñ un anaoudegezh diazez eus ar brezhoneg d'al lennerien.

Ar Geriadurour

Ur geriadurour hag ur broud evit sevel ul labour geriadurouriezh a-feson eo bet Martial Ménard. Kemer a reas perzh en embann an daou c'heriadur hollvrezhonek embannet gat ti-embann An Here.

Dindan paeroniezh Per Denez en deus bodet ur skipailh kenlabourerien gant Jean-Yves Lagadec hag Iwan Kadored da genlabourerien bennañ. O c'hefridi a oa sevel ar c'hentañ geriadur hollvrezhonek a oa embannet e 1995 gant 10 000 pennger. Renet e oa al labour-se gant Jean-Yves Lagadec ha M. Menard.

Ren a reas e-unan a pare a savas Geriadur brezhoneg An Here, e 2001, un adembannadur kresket gant 10 000 ger.

Kroget eo abaoe bloavezhioù da zastum dafar evit sevel ur geriadur istorel nevez. Kompren a reas e-kerzh ar bloavezhioù tremenet o sevel embannadur kentañ Geriadur an Here e oa a-bouez kaout skouerioù niverus evit termeniñ ar penngerioù. Geriadur Istorel ar bezhoneg, savet gant Roparz Hemon, evitañ da vezañ prizius, ne oa ket a-walc'h. Lennet en deus eta un niver a skridoù klasel evit kavout skouerioù a ziskouez implij ar gerioù brezhonek.


Oberenn

  • Levrioù savet gantañ
    • Petit guide d'initiation au breton. An Here. 1999
      • Petit dictionnaire des plus belles injures bretonnes. An Here. 2000.
    • Expressions populaires bretonnes. Coop Breizh. 1997.
    • Alc'hwez bras ar baradoz vihan. An Here, 1995. Studiadenn diwar-benn ar gerioù a denn d'ar rev. E bennoberenn betek-henn.
  • Renerezh embann
    • Geriadur brezhoneg. Ar Releg-Kerhuon : An Here, 1995
    • Geriadur brezhoneg An Here. An Here, 2001. ISBN [2-86843-236-0]
  • Troidigezhioù diwar ar galleg
    • Marvailhoù ar bed-holl.
    • Jules Verne. Bag ar frankiz. An Here

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net