Rouantelezh Maroko, pe Maroko (المغرب) ent berr, zo ur vro e gwalarn kevandir Afrika. Bevennet eo gant ar Mor Kreizdouar en hanternoz, gant Aljeria er reter, gant ar Meurvor Atlantel er c’hornôg, ha gant Sahara ar C'hornôg er c’hreisteiz (douaroù aloubet gant Maroko e 1975). Div gêr stag ouzh Spagn zo enklozet e Maroko, war aod ar Mor Kreizdouar : Ceuta (Sabta) ha Melilla (Maliliya).
Ar Menezioù Atlas a dreuz ar vro penn-da-benn, eus ar mervent d’ar biz. Er reter hag er su d’ar menezioù-se en em led dezerzh ar Sahara, m’eo gwall zistank an dud. Emañ an darn vrasañ eus annezidi Maroko o chom er gwalarn da aradennad an Atlas.
An arabeg eo ar yezh ofisiel. Div yezh a vez kaozeet er vro : arabeg Maroko, zo disheñvel-mat diouzh an arabeg unvan, hag ar berbereg (anvet tamazight alies). Ledet a-walc’h eo an anaoudegezh eus ar galleg, yezh an drevadennourien gozh, hag ar spagnoleg e lodennoù zo eus ar vro.