Maouritania (en arabeg, al-Muritaniyah; e galleg, Mauritanie), ent-ofisiel Republik islamek Maouritania, zo ur vro e gwalarn Afrika. Harzoù he deus gant Senegal er mervent, gant Mali er reter hag er gevred, gant Aljeria er biz, ha gant Sahara ar C'hornôg, aloubet gant Maroko, er gwalarn. Er c'hornôg e sko war ar Meurvor Atlantel.
Nouakchott eo ar gêr-benn ha kêr vrasañ ar vro, war an aod. Dont a ra anv ar vro eus hini rouantelezh kozh Mauretania.