Malawi, anvet Nyassaland gwechall, zo ur vro eus reter Afrika, war glannoù al lenn Malawi (pe lenn Nyassa gwechall). Harzoù he deus gant Tanzania en norzh hag er reter, gant Mozambik er reter, er su hag er c'hornôg ha gant Zambia er c’hornôg. Lilongwe eo ar gêr-benn.
Unan eus broioù pobletañ Afrika eo. Diazezet eo an armerzh war al labour-douar dreist-holl, gant gounezerezh hag ezporzhierezh ar butun.
Muioc'h a zafar war an danvez-mañ a vo kavet e-barzh ar Wikicommons