|
Article on other languages:
|
Graet e vez gant ul logodenn loc'hañ ur reti ("a cursor") war skramm un unvez gwereañ pe c'hoazh deverkañ, dilec'hiañ, dazverañ ergorennoù ("objects") gant afelloù. Un drobarzhell boentañ eo hag ivez un drobarzhell enankañ. Graet e vez "klik" eus pouezañ war un afell d'al logodenn d'ober ur gwezhiadur (pe obererezh). Al logodenn gentañ a oa bet krouet ha danzeet gant Douglas Carl Engelbart eus an SRI (Stanford Research Institute). Unan e koad e oa, enni div bladenn diaserzh, ha luget e oa ouzh un urzhiataer gant ur re orjalennoù gwedennet. Seurtoù logodennoùGallout a reer renkañ al logodennoù stlennegel hervez o zeknologiezh delec'hiañ met ivez hervez ar mod da dreuzkas ar roadennoù d'an urzhiataer. Teir familh logodennoù a c'heller menegiñ :
> Logodennoù danruz : al logodennoù-se a vez implijet tal-ouzh-tal gant ur paker danruz kennasket ouzh an urzhiataer. Ur metrad bennak eo arhedad an trevnad-se. > Logodennoù hertzel : arveret e vezont gant ur paker hertzel peurliesañ perc'henntiezhel d'ar c'henderc'her. An arhedad a c'hell mont betek un dek metr bennak ha ne rank ket al logodenn bezañ a-well gant ar paker gant an trevnad-se. > Logodennoù BlueTooth : arveret int gant ur paker BlueTooth kennasket ouzh an urzhiataer. Heñvel eo o arhedad ouzh hini al logodennoù hertzel. Kennaskerioù al logodennAl logodennoù gant funiom a vez luget ouzh an urzhiataer gant ur c'hennasker PS/2 peurliesañ. Muioc'h mui e vez kavet logodennoù luget ouzh ur porzh USB. |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net