|
Article on other languages:
|
An tre eo ar mare ma vez ar mor o vont war-draoñ, hag al lanv eo pa vez o vont war-grec'h. Tre ha lanv a vez laret e brezhoneg, pe chal ha dichal, e doare ar gwenedeg, met da ziwall zo: lanv ha chal zo heñvel, ha tre ha dichal. Kresk-digresk ar mor a zo anvet ar mareoù, ur fenomen a weler war aodoù an holl vorioù bras pa teu ul luskelladur etre live uhel ha live izel e-doug un devezh hepken. An uhelvor a zo pa ya ar mor en e uhelañ evit ar poent hag an daere evit poent an izelvor. Amprestet eo bet ar ger mare digant ar galleg marée. Ledanaet eo bet e ster evit ar prantad amzer hir pe verr. Morad a vez lavaret ivez. Implijet e vez ivez evit ar prantad amzer ma ya ar bagoù-pesketa er mor.
Gant al lanv hag an tre e vez kaoz eus fenomenn ar mare, hemañ kaset dindan levezon al Loar hag an Heol. P'emañ live ar mor etre hini al lanv hag hini an tre e vez kaoz eus ar gourlenn. An tre a zo al lusk a ya div wech an deiz (met unan hepken er Meurvor Habask) gant ar morioù (hag ar meurvorioù) pa tiskenn o liveoù war-draoñ. Dindan levezon al Loar e c'hoarvez ar fenomenn-se hag a zeu e digresk c'hwezhadur tolzennadoù an dourioù goude m'eo tremenet ar blanedenn vihan. An daou lusk kontrol, al lañv hag an tre, a zo fenomenn ar mare. Ur ger all a zo evit an tre : an dichal (kontrol : chal).
Orin ar c'hoarvoudennAl lanvioù brasKenefeder al lanvEstaolet e vez e kantvedennoù adalek 20 betek 120. Diskouez a ra nerzh al lanv. Arsellerezh ar mareoùWar ribloù ar morioù hag an aberioù e vez gwelet live ar mor mont d'ul live uhel hag goude ur prantad amzer berr mont d'ul live izel. Er Meurvor Atlantel e weler ar c'hresk o erruout e-pad un c'hwec'h eurvezh ha memestra evit an digresk. E morioù all e vez sikloù hirroc'h. Er Meurvor Habask ez eus mareoù war daouzeg eurvezh. KrennlavarLevrlennadur
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net