|
Article on other languages:
|
Notenn: Arabat kemmeskañ ar yezh yuzevek-mañ gant al ladineg komzet en Italia ivez. Ur yezh romanek eo al ladinoeg pe yuzev-spagnoleg (dzhudezmo, spanyol, גודיאו-איספאנייול) komzet gant 100.000 a dud e Stad "Israel" ha gant 10.000 den all e Turkia. Komzet e vez ivez e Brazil, Frañs, Alamagn, Bulgaria ha Mec'hiko. War digresk ec'h a an niver a dud a ra gant ar yezh-mañ dre ar bed a-bezh. Ar hengastilhaneg eo yezh diazez al ladinoeg, ennañ meur a c'her o tont eus an hebraeg. Gwechall e veze skrivet kentoc'h gant al lizherenneg hebraek, dreist-holl er skritur raschiek (rashi), evel an darn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek. Bremañ avat e vez skrivet peurliesañ gant al lizherenneg latin, dreist-holl e Turkia ma vez skrivet hervez reolennoù reizhskrivañ an turkerg. E Stad "Israel" avat e vez graet hervez an doare-skrivañ ijinet gant Savadur Broadel al Ladinoeg (Autoridad Nasionala del Ladino). Evit un nebeud tud all, evel Iacob M Hassán, e vefe gwelloc'h skrivañ hervez reolennoù ar spagnoleg a-vremañ. Aet e oa kalz war digresk en XXvet kantved an niver a dud a ra gant ar yezh-mañ dre ma oa bet lazhet kalz anezhe gant an nazied e-pad an Eil brezel bed. Kozh a-walc'h eo an darn vrasañ eus an dud barrek war al ladinoeg hiziv ha ne vez ket desket ganto d'o bugale peurliesañ. En arvar da vont da get e c'hellfe bezañ neuze daoust ma vez desket en-dro gant un nebeud tud yaouank a glask lakaat ar yezh da vont war-raok. Gwelet ivezLiammoù diavaez
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net