LGBT

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire


Tabut termenadurezh

Implijet e vez nevezc'herioù er pennad-mañ bet krouet a-ratozh. Peuliesañ ne vezont ket kavet er geriadurioù pe evit abegoù teknikel resis ne glot ket an termenoù-se dre ret gant an termenoù boutin..)


Un arouez LGBT

Un diverradur eo an termen LGBT (pe LGDT e brezhoneg) savet diwar ar saozneg:

  • Lesbian (brezhoneg: Lesbianel): amañ e talvez ar maouezed hag a gar ha/pe o devez darempredoù reizhel gant maouezed all;
  • Gay (brezhoneg: Gae): amañ e talvez ar baotred hag a gar ha/pe o devez darempredoù reizhel gant paotred all (a-wechoù e vez implijet an termen-mañ en un doare kalz ledanoc'h evit ober dave d'an heñvelrevelezh dre vras hep tennañ da rev an dud);
  • Transgender (brezhoneg: Treuzrevel): amañ e talvez forzh pehini gantañ/i un identelezh revel na glot ket gant an identelezh reizhel pe c'hoazh gant emzalc'hoù na glotont ket gant an emzalc'h o defent sañset kaout hervez o reizh biologel un ur gevredigezh resis bennak, en o zouez an dud hag a gemm o reizh evit ma klotfe gant o identelezh revel. Un termen ledan-tre e ster an hini eo.

Daoust ha ne ra ket dave d'ar revelezh denel en he fezh, an tremen-mañ a zo kalz ledanoc'h e ster evit tremenoù all evel heñvelrevour/ez, Gae pe lesbian-ha-gae (lesbigay).

Evit ledanaat ster an termen-mañ e vez ouzhpennet lizherennoù ouzhpenn alies a-walc'h evit ober dave da duadurioù reizhel, emzalc'hioù pe stadoù-den (identelezh) revel all, da skwer:

  • Queer: amañ e talvez an holl dud a bep suert ha n'int ket a-du da dermeniñ o revelezh hervez patromoù ar gevredigezh hag a fell dezhe diswel o stad-den revel evel un dra disheñvel diouzh ar patromoù-se;

Implijet e vez an diverradur-mañ kentoc'h evit termenoù heñvel-all dre m'emañ ledanoc'h e ster evite dre vrasoc'h ober dave da vuioc'h a emzalc'hioù ha stadoù-den revel hag ivez evit chom hep ober gant termenoù all a oa deuet da vezañ negativel o ster, da skwer heñvelrevour/ez.

Implijet eo bet an diverradur-mañ abaoe ar bloavezhioù 1990 ha deuet e da vezañ implijet aliesoc'h-aliesañ abaoe 2005 dreist-holl er Stadoù-Unanet hag er broioù all ma vez komzet saozneg, mmet ivez muioc'h-mui er bed a-bezh.


Gwelet ivez


Porched ar revelezh denel – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net