|
Article on other languages:
|
Ar c'horeaneg a zo yezh ofisiel Korea an Norzh hag ar Su. Unan eus an div yezh ofisiel eus Prefeti Emren Yanbian e Sina eo ivez. Bez ez eus ivez kummunezhioù a goreanegerien e Rusia, Japan, Aostralia, Kanadaha Brazil. Krediñ a reer e vez komzet tro pe dro gant war-dro 80 milion a dud er bed a bezh. N'eo ket sklaer da be familh e perc'henn ar c'horeaneg. Yezhonourien'zo a laka anezhañ er familh Yezhoù altaek tra ma kred reoù arall ez eo digenvez. Ur Yezh daspegel eo hag evel japaneg ha vietnameg en-deus amprested kalz gerioù digant ar sinaeg AnvMeur ag anv a ro ar goreanegerien d'o yezh hervez al lec'h m'emaint o chom.
RummouriezhDisklaer eo rummouriezh ar c'horeaneg hag, evel ma n'eus teorienn ebet asantet outi gant an holl glaskourien e vez alies livet evel ur yezh digenvez. Abaoe embannadur ur pennad gant Ramstedt e 1926 e kred un darn vras eus ar yezhourien e perc'henn d'ar yezhoù altaek pe emañ tost ouzh ar rak-altaeg. Krediñ a reer ivez en-deus ar c'horeaneg ul liamm gant ar japaneg en-deus an hevelep frammadur yezhadurel eveltañ. Un nebeud a glaskourien o-deus lakaet an div yezh er familh altaek tra ma kred reoù arall eo liammet ar japaneg ouzh ar yezhoù Buyeo komzet gwechell e rouantelezhioù kozh Goguryeo ha Baekje. Ar japaneg hag ar baekjeg o-deus an hevelep frammadur fonetikel ha un nebeud eus o gerioù a zo heñvel. Bez ez oa liammoù sevenadurel anat etre Japan ha Baekje ha pa voe distrujet ar rouantelezh gant Silla e tec'has he noblañs da Japan. Hervez klaskourien arall, avat, n'o-deus ket an div yezh liamm genel ebet met un darn eus an hevelep sprachbund e oant. Krediñ a reer e tiskenn ar c'horeaneg eus yezh Samhan ha Silla. N'ouzer ket hag e voent kar eus ar yezhoù Buyeo daoust ma kred kalz klaskourien goreanat e c'helle o c'homzerien kompren an eil egile. E orin e voent eus ar pezh a zlefe mont d'ar c'horeaneg krenn (ar yezh komzet a-raok ar brezel a seizh bloaz ha d'ar c'horeaneg a-vremañ. Gant rannyezh Jeju e oa bet miret perzhioù hen o stumm. RannyezhoùSkeudenn:Koreandialects.PNG
Rannyezhoù ar c'horeaneg
Meur a rannyezh en-deus ar c'horeaneg (anvet mal , bang-eon, pe saturi e Koreaneg). War rannyezh Seoul eo diazezet yezh ofisiel ar su tra ma eo hini an norzh diazezet war rannyezh Pyongyang.
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net