|
Article on other languages:
|
Un drobarzhell hag ur c'hetal enankañ karget da euvriñ ("data capture") nodoù (lizherennoù, sifrennoù, arouezennoù...) eo ar c'hlavier. Evel-se e c'heller, oc'h ober gantañ, kehentiñ gant an urzhiataer o kas dezhañ urzhioù (pe arc'hadoù). Evelkent e vez kavet klavierioù war meur a ijinenn estreget an urzhiataerioù evel an ardivinkoù-skrivañ da skouer pe al luc'heilerezioù hag an holl ardivinkoù e ranker kehentiñ gante dre kas dezhe nodoù a bep seurt. Un tamm istorE 1868 e oa bet ergrafet ar c'halvier QWERTY e Milwaukee gant Christopher Latham Sholes. Dasparzhet e oa bet gantañ da bennoù ar c'hlavier ar stokelloù e-touez ar re arveretañ e saozneg a-benn ma ne vije ket gwialennoù an ardivink-skrivañ eus ar c'houlz-se a zougene an nodoù o vont da gengroiziañ ha d'en em c'hennañ. Gwerzhet e oa bet ar c'hlavier-se d'ar c'hevredad Remington e 1873. Ergrafet e oa bet neuze ar c'halvier QWERTY ha diwezhatoc'h hini AZERTY evit ar broioù galleger e-ragenep ar c'hwelaozouriezh ("the ergonomy") hag an efedusted. E 1936 e oa bet ergrafet gant ur c'helenner e Skol-Veur Washinton, August Dvorak, ur c'hlavier hag a oa pal pennañ dezhañ an efedusted e-keñver staladur ar stokelloù. Gant ar c'hlavier-se anvet klavier Dvorak e oa bet staliet war linenn greiz anezhañ an holl vogalennoù hag ar 5 konsonnennoù ar muiañ arveret d'aesaat o haeziñ gant an daou zorn. Hogen n'en deus ket graet berzh ar c'hlavier Dvorak dre-benn d'al striv e vez red ober evit en em voasañ gantañ e-keñver ar boaz o deus an implijourien d'ober gant ar re QWERTY pe AZERTY. Hag e 2003 e oa bet ergrafet gant un ijinour, Philippe Basciano Le Gall, ur c'hlavier, ar C'HWERTY, azasaet d'ar brezhoneg gant stokelloù a aesa e implij gant ar vrezhonegerien (c'h, ch, ù, ñ). Lec'hienn "Korvigelloù An Drouizig" ma vez lank kaout titouroù a-zivout ar c'hlavier C'HWERTY. Ar c'hennaskerioùPeurliesañ e vez kennasket ar c'hlavier ouzh an urzhiataer gant ul lugell PS/2 lec'hiet war talbenn a-dreñv dezhañ. Bremañ e vez gwerzhet muioc'h mui klavierioù USB ha klavierioù hep fun. Rizhoù klavierPevar rizh klavier a zo evit ar PCoù. An tri kentañ a oa bet ergrafet gant IBM hag an hini diwezhañ a zo un azasadur ergrafet gant Microsoft evit e reizhiad korvoiñ Windows 95 :
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net