|
Article on other languages:
|
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn tro-gil (saoz.: retroflex consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez daoubleget penn an teod o tostaat ouzh an drekkevig.
Tro-dro da 20% eus yezhoù ar bed a ra gant kensonennoù tro-gil. Daoust ha m'eo ral o implij dre vras e yezhoù Europa e vezont kavet stank e svedeg ha norvegeg ha kavet e vezont vez e poloneg hag e ruseg. Ne vezont implijet nemeur e yezhoù Amerika nag e yezhoù Afrika. Implijet e vez kensonennoù tro-gil dreist-holl en India ma reer "kensonennoù penn" anezhe, koulz gant ar yezhoù indezaryek evel ar banglaeg hag an hindeg hag er yezhoù dravidek evel an tamileg. Implijet e vezont ivez er yezhoù komzet tro-dro da India, evel e sinaeg mandarinek, javaeg ha vietnameg. Diouzh an tu all e vezont implijet alies ivez gant yezhoù Aostralia ha yezhoù kornôg ar Meurvor habask.
Setu ar c'hensonennoù troc’h-avel pennañ gant bep a arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
Gwelit ivez:
|