Poll without page-refresh
Article on other languages:
Unan eus ar c'hensonennoù gante un arouezenn ispisial e taolenn ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel eo ar gensonenn drekstaon dre fri mouezhiet treuzskrivet [ŋ], ganti an niverenn dave 119.
Peurliesañ ne vez kavet nemet e lost ar silabenn e yezhoù Europa ha peurliesañ e talvez ivez da alofonenn [n] dirak ur gensonenn drekstaon all, dreist-holl [k] ha [g].
E yezhoù all 'zo avat, dreist-holl yezhoù Azia hag Aostralia e talvez ar ar fonenn -mañ da fonem alies.
Ne vez ket implijet ar fonenn-mañ e yezh ebet eus an Amerikaoù nag eus ar Reter-Kreiz .
Skouerioù
Aleuteg : chaang [tʃɑːŋ], "pemp"
Baieg : [ŋv˩˧], "pesk"
Tchouktchieg : ң ыроқ [ŋəɹoq], "daou"
Kantoneg : 呉 [ŋ̩], "anv-familh"
Dinka : ŋ a [ŋa], "piv"
Izelvroeg : ang st [aŋst], "aon"
Fidjieg : g one [ˈŋone], "bugel"
Finneg : lang an [lɑŋːɑn], "eus an neudenn"
Galleg : parking [paʀkiŋ], "arsavva kirri-tan"
Galizeg : unh a ['uŋa̺], "unan" (ben.)
Alamaneg : lang [laŋ], "hir"
Gresianeg : άγ χος [ˈaŋ.xo̞s̺̠], "nec'h"
Hindeg : रङ्ग [rəŋ], "liv"
Hungareg : in g [iŋg], "roched"
Indonezeg : bang un [ba.ŋun], "sevel"
Italianeg : an che [ˈaŋke], "ivez"
Itelmeneg : қниң [qniŋ], "unan"
Japaneg (unvan): 南極 (nan kyoku ) [naŋkʲokɯ], "Penn-ahel ar Su";
Keteg : аяң [ajaŋ], "daonañ"
Koreaneg : 방 (bang ) [paŋ], "kambr"
Mandarineg : 北京 [pei˨˩˦ tɕɪŋ˥˥], "Beijing"
Nivc'heg : ң амг [ŋamg], "seizh"
Norvegeg : tan go [taŋgu], "tango"
Poloneg : ban k [baŋk], "ti-bank"
Sañskriteg : अङ्ग [əŋgə], "ezel-korf"
Serieg : com cáac [koŋˈkaak], "Seri (pobl)"
Spagnoleg : domin go [d̪o̞ˈmiŋgo], "Disul"
Swahili : ng' ombe [ŋɔmbɛ], "buoc'h"
Svedeg : ban k [baŋkʰ], "ti-bank"
Gwelit ivez: