|
Article on other languages:
|
Ar c'heheder a zo ur c'helc'h faltazius treset war ur blanedenn pe un dra steredoniel ken e chom atav war hanter an hent etre ar poloù. Rannet e vez ar blanedenn etre un hemisferenn norzh hag un hemisferenn su. E-touez ar pemp kelc'h led jedet diwar al liamm etre troiadur an Douar ha tresad e orbit tro-dro d'an Heol eo ar c'heheder hag ivez al ledred nemetañ dezhañ tres ur c'helc'h bras-tre. Oc'h ober e dilec'hiañ mareel en neñvoù a dremen just a-us d'ar c'heheder div wech pep bloaz er boentenn vernel e miz Meurzh hag e Keided ar fall-amzer e miz Gwengolo. D'an 21 a viz Meuzh ha d'an 21 a viz Gwengolo e kouezh sonn hag a-serzh d'an Douar bannoù an Heol. War ar c'heheder e sav hag e kouezh an Heol dindan munutennoù nemetken. Padout a ra goulou an deizh kement hag an noz pa cheñch padelezh div lodenn an devezh e takadoù en Norzh hag er Su d'ar c'heheder.
Hin ar c'hehederE takad an trovanoù m'emañ ar c'heheder e-kreiz anezho ez eus daou vare-amzer, unan gleb hag unan sec'h, met tost d'ar c'heheder ez eus glaveier bemdez. Koulskoude e kaver diforc'hioù er mareou-amzer diwar an uhelded ha nester ar meurvorioù. War hed ar c'heheder e kaver meurvorioù peurvuiañ. Uhelañ lec'h war ar c'heheder a zo 4,690 m uhelded 77°59′31" W war dinaoù Su ar Volcán Cayambe (kern : 5 790 m) en Ecuador ken eo al lec'h nemetañ ma tremen linenn ar c'heheder war an erc'h. Riezoù ha broioù ma tremen ar c'heheder ennoTremen a ra ar c'heheder dre diriad pe zourioù tiriadel 14 bro. Eus 0 hedred (Kornôg Afrika) etrezek ar Reter : Afrika
Azia
Oseania
Amerika ar Su
Kontrol d'e anv, n'eus lec'h ebet e Ginea ar C'heheder hag a zo treuziet gant ar C'heheder. Koulskoude emañ e enezenn Annobón 100 miloù (unanenn hirder angl-ha-saoz) e Su an c'heheder hag emañ rest ar vro en Norz. |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net