|
Article on other languages:
|
Karl Heinrich Marx a zo ganet d'ar 5 a viz Mae 1818 e Trier, e Rheinland-Pfalz, en Alamagn ha marvet d'ar 14 a viz Meurzh 1883 e Bro-Saoz. Karl Marx a zo bet un oberiantizour politikel , ur prederour meur, un damkanour hag un dispac'hour. Brudet eo bet gant ar burutellerezh en deus kaset a-enep d'ar gapitalouriezh ha d'ar c'hevala, mes ivez evit e sell war an Istor : abegiñ a ra an Istor e efedoù an emgann hollbadus etre an div glasad sokial – ar broleterien e-tal d’ar gapitalourien. A-gevred gant Friedrich Engels, e vignon hag a rene ur gevredad gwiaderezh, e savas ar sokialouriezh skiantel. 1 Buhezskrid1.1 StudioùE Trier, ur gêr dindan beli ar Prusia, e wel Karl Marx sked gouloù an deiz evit ar wech kentañ. E touez ur familh bourc’hizien a orin yuzev, mes troet d’ar brotestantiezh e vevo e kerzh e yaouankiz. E dad, Hirschel Ha Levi, a zo alvokad a vicher, diskennad da goñversanted ha rabined. A-benn gellout ober e vicher en doa cheñchet e relijion. Henrietta Pressburg Hirshel a oa anv e gwreg, mamm Karl. Ganto e vezo badeziet e 1824 hervez al lid lutherour. Goude m’en dije paket e vachelouriezh e Gymnasium ( Lise ) Trier e enskriv Marx e anv e skol-veur Bonn. Enno e studio ar gwir. Neuze ez a da hini Berlin evit studiañ ar brederouriezh hag an Istor. Da Iena ez aio ivez. E 1841 e lak un termen d’e studioù o kinnig un dezenn skrivet e hengresianeg : Differenz der demokritischen und epikureischen Naturphilosophie. Lorc’hañ a ra etrezek Bonn gant ar spi da vezañ kelenner eno. Lezel a raio e venoz dre fazi ar raktresoù gouarnamantel war dodenn ar c’helenn . 1.2 Kazetenn eneberezh Rheinische ZeitungUr c’hazetenner direnkus e deuio neuze Karl Marx da vezañ. Goude ma vije bet embannet gantañ e kentañ pennad-skrid e-barzh ar Rheinische Zeitung (ar « gazetenn roenad»), ur gazetenn embannet e Kologn ha brudet evit e dech demokratel dispac’hour, e teu Marx da vezañ pennskrivagner ar gazetenn e 1842. Ezel e kelc’h Hegelourien an tu kleiz (gant Bruno Bauer ha reoù all), tud o heuliañ prederouriezh Georg Hegel gant ur sell dispac’hour, e selloù politikel a zo d’ar c’houlz-se pell-tre a gleiz, mes n’int ket komunour evit c’hoazh. E vurutellerezh war diferadennoù politikel ha sokial ar c’houlz, adkavet er Rheinische Zeitung a zegaso dezhañ gwall imor ar Stad Prusian. Da gentañ-penn e vezo doubl-aotreeret ar gazetenn, goude e vo tripl-aotreeret ha d’an 1añ a viz Genver 1843 e berzhas ar gouarnamant prusian ar gazetenn da viken. An dra-se eo a vounto Marx da guitaat douaroù e yaouankiz. 1.3 DimeziñE 1843 e timez Marx gant ur vignonez a vugaleaj Jenny von Westphalen e Kreuznach. Ganti edo dibaoe ma oa studier. Hi a zo he renk en noblañs prusiad. He breur henañ a vo ministr an aferioù diabarzh e Prusia etre 1850 ha 1858. Meur a vugale en devo Marx gant e wreg hogen n’ez eus nemet teir flac’h (Laura, Eleanor ha Jenny) a vevo beteg an oad maouez, ar re all o vervel a-raok. Laura a zimezo gant Paul Lafargue, ur sokialour gall, pehini a skrivo eñvorennoù hiniennel war Karl Marx, ur buhezskrid tomm ouzh ar prederour ha e dad-kaer. 1.4 Stagadennoù Bro-Chall-AlamagnEn diskar-amzer 1843 en em staliañ a ra Marx e Pariz a-benn embannañ ur gazetenn radikal en estrenvro a gevred gant Arnold Ruge (1802-1880). Ne vo embannet nemet un niverenn eus ar stagadennoù Bro-Chall-Alamagn. Tardet e vez gant ar gazetenn-se dre fazi an diaesterioù bevet evit dasparzhañ ar c’hazetennoù d’an dud e Alamagn (dre guzh) ha dre abeg an disemglevioù a zo etre Marx ha Ruge. Kavet e vez dija e skridoù Marx roudoù un dispac’hour. E mennoz Marx ez eo ret kontañ muioc’h war niverusted ar broleterien kentoc’h eget war empennoù sklerijennet un nebeut merourien. “Arm ar burutellañ na c’hell ket kemer plas buretellañ an armoù” D’ar mare-se e embann ar prederour alaman Ludwig Feuerbach Pennaennoù prederouriezh an dazont. Engels a lavaro da c’houde-se "hag e teujimp holl da vezañ Feuerbachianed". 1.5 Kejadenn gant EngelsE miz gwengolo 1844 e kej Marx gant Friedrich Engels, p’emañ hennezh o tremen un nebeut dervezhioù e Pariz . Penn-kentañ ur vignoniezh dibar ez eo. Da 18 bloaz en doa ranket Engels kuitaat al lise evit dont da vezañ implijad armerzhel e Bremez dre abegoù familh. O studiañ drezañ e unan ar brederouriezh e oa neuze deuet da vezañ partizan Hegel, koulskoude ne asante ket en defe hennezh roet e harp d’ar stad Prusian. E 1842 en doa kuitaet Bremez evit kemer ur post en ur firm kenwerzhel e Manchester, lec’h ma oa e dad unan eus ar re perc’henn. Eno e kejas gant an dienez proletarian d’an holl liveoù ( paourentezhioù dibar ). Neuze e studias an diferadennoù da gompren : « Diferadenn a zivoud c’hlasadoù labourus e Bro-Saoz » , ( 1845 ). Ar c’hejadeg-se n’eo ket unan dre zegouezh. Nebeut goude kaout graet anaoudegezh en em lakaont neuze da genlabourat war o kentañ oberenn a stroll : ar sant familh a dag prederouriezh vurutellourezh Bruno Bauer, memes ma oant bet tost outañ a-raok. Goude e teu An Ideologiezh Alaman ( skrivet evit ar muiañ lodenn gant Marx ), aozet diwar-dro ur vurutellerezh stank a zivoud Max Stirner ( lesanvet Sant Max ) evit div drederenn eus an oberenn, pehini a zifenn ur sell dañvezelour war an istor, o vont pelloc’h evit Feuerbach. P’o doa Marx hag Engels sevennet ur vurutellañ strizh gant Bauer ha Stirner oa devoa neuze troc’het da vat gant ar Feuerbachiezh, mes ivez gant ar sokialouriezh utopiour hag an idealouriezh Hegelian. An oberenn ne gav embanner ebet, embannet e vo nemet ur c’hantved da c’houde. E Tezennoù war Feuerbach, testenn verr adkavet er memes dorn-skrid, e skrivas Marx : « Ar brederourien n’o deus graet nemet interpretiñ ar bed dre zoareoù lies, ar pezh a gont a zo treusfurmiñ anezhañ ». E kreiz ar bloavezhioù 1840 e kemer Marx hag Engels perzh er vuhez da neuze karget a strolladoù dispac’hourien parizian o virviñ. Kalz diouto a oa daoubleget dirak lavarennoù Pierre-Joseph Proudhon, dispaket e Prederouriezh an Dienez . Marx a raio ur vurutellerezh taer diouzh an oberenn e Dienez ar Brederouriezh. Skoueriet eo an dro-spered a ren war ar skridoù el levr gant ar rakger : « E Bro-C’hall, eñ [Proudhon] en deus ar gwir da vezañ un armerzhour fall, keit ha ma z’eo ur prederour Alaman feal. E Alamagn en deus ar gwir bezañ prederour fall peogwir ez eo un armerzhour e touez ar re greñvañ. Ni, en hor perzh vat a Alaman hag a ekonomikour hone us bet c’hoant kinnig hor doubl fazi. » Diwar goulenn gwaskus ar gouarnour prusiad e vez chaseet Marx eus Pariz e 1845, tamallet dezhañ bezañ un dispac’hour danjerus. Erruout a ra neuze e Brusel. An ti anezet gantañ, e Iksel etre miz genver 1847 ha c’hwevrer 1848, a servij neuze da boent kej evit an holl enebourien politikel. Kemer a ra Marx perzh e Kevredigezh Demokratel Brusel ha dilennet eo evel Is-Prezidant. E koulz nevez-amzer 1847, e emezell Marx hag Engels ur strollad kommunour kuzh : al lig kommunour. Kemer a reont enni ur plas kreñv e pad eil emvod Londrez e miz Du 1847. Neuze e vez goulennet outo sevel manifesto ar strollad kommunour, ( anavezet dindan ar memes anv ), a vez embannet e 1848. « E Bro-C’hall, eñ [Proudhon] en deus ar gwir da vezañ un armerzhour fall, keit ha ma z’eo ur prederour Alaman feal. E Alamagn en deus ar gwir bezañ prederour fall peogwir ez eo un armerzhour e touez ar re greñvañ. Ni, en hor perzh vat a Alaman hag a ekonomikour hone us bet c’hoant kinnig hor doubl fazi. » E miz gwengolo 1844 e kej Marx gant Friedrich Engels, p’emañ emañ o tremen un nebeut dervezhioù e Pariz . Penn-kentañ ur vignoniezh dibar ez eo. Da 18 bloaz en doa ranket Engels kuitaat al lise evit dont da vezañ implijiad armerzhel e Bremez dre abegoù familh. O studiañ drezañ e unan ar brederouriezh e oa neuze deuet da vezañ partizan Hegel, koulskoude ne asante ket en defe hennezh roet e harp d’ar stad Prusian. E 1842 en doa kuitaet Bremez evit kemer ur post en ur firm kenwerzhel e Manchester, lec’h ma oa e dad unan eus ar re perc’henn. Eno e kejas gant an dienez proletarian d’an holl liveoù ( paourentezhioù dibar ). Neuze e studias an diferadennoù da gompren : « Diferadenn a zivoud c’hlasadoù labourus e Bro-Saoz » , ( 1845 ). Ar c’hejadeg-se n’eo ket unan dre zegouezh. Nebeut goude kaout graet anaoudegezh en em lakaont neuze da genlabourat war o kentañ oberenn a stroll : ar sant familh a dag prederouriezh vurutellourezh Bruno Bauer, memes ma oant bet tost outañ a-raok. Goude e teu An Ideologiezh Alaman ( skrivet evit ar muiañ lodenn gant Marx ), aozet diwar-dro ur vurutellerezh stank a zivoud Max Stirner ( lesanvet Sant Max ) evit div drederenn eus an oberenn, pehini a zifenn ur sell dañvezelour war an istor, o vont pelloc’h evit Feuerbach. P’o doa Marx hag Engels sevennet ur vurutellañ strizh gant Bauer ha Stirner oa devoa neuze troc’het da vat gant ar Feuerbachiezh, mes ivez gant ar sokialouriezh utopiour hag an idealouriezh Hegelian. An oberenn ne gav embanner ebet, embannet e vo nemet ur c’hantved da c’houde. E Tezennoù war Feuerbach, testenn verr adkavet er memes dorn-skrid, e skrivas Marx : « Ar brederourien n’o deus graet nemet interpretiñ ar bed dre zoareoù lies, ar pezh a gont a zo treusfurmiñ anezhañ ». E kreiz ar bloavezhioù 1840 e kemer Marx hag Engels perzh er vuhez da neuze karget a strolladoù dispac’hourien parizian o virviñ. Kalz diouto a oa daoubleget dirak lavarennoù Pierre-Joseph Proudhon, dispaket e Prederouriezh an Dienez . Marx a raio ur vurutellerezh taer diouzh an oberenn e Dienez ar Brederouriezh. Skoueriet eo an dro-spered a ren war ar skridoù el levr gant ar rakger : « E Bro-C’hall, eñ [Proudhon] en deus ar gwir da vezañ un armerzhour fall, keit ha ma z’eo ur prederour Alaman feal. E Alamagn en deus ar gwir bezañ prederour fall peogwir ez eo un armerzhour e touez ar re greñvañ. Ni, en hor perzh vat a Alaman hag a ekonomikour hone us bet c’hoant kinnig hor doubl fazi. » Diwar goulenn gwaskus ar gouarnour prusiad e vez chaseet Marx eus Pariz e 1845, tamallet dezhañ bezañ un dispac’hour danjerus. Erruout a ra neuze e Brusel. An ti anezet gantañ, e Iksel etre miz genver 1847 ha c’hwevrer 1848, a servij neuze da boent kej evit an holl enebourien politikel. Kemer a ra Marx perzh e Kevredigezh Demokratel Brusel ha dilennet eo evel Is-Prezidant. E koulz nevez-amzer 1847, e emezell Marx hag Engels ur strollad kommunour kuzh : al lig kommunour. Kemer a reont enni ur plas kreñv e pad eil emvod Londrez e miz Du 1847. Neuze e vez goulennet outo sevel manifesto ar strollad kommunour, ( anavezet dindan ar memes anv ), a vez embannet e 1848. 1.6 Dispac’hoù 1848oc'h ober ar pennad-se emaon
1.7 New York TribuneHoll ar bloavezhioù 1850 a ouestl da skrivañ ur c'hantad a skridoù "boued" evit kazetennoù evel an New York Tribune, hogen kenderc'hel a ra gant e enklaskoù donaet e armerzh, Istor, politikerezh, hag-all... Er memes koulz e chom e liamm gant dispac'hourien ar c'hevandir hag e skriv levrioù-stroll politikel liammet gant an nevezinti. Gwelet e vez gant gouarnerien Prusia evel penn un aozadenn irienn, pa n'ez eus mui eus ar Strollad komunour, emzivodet e 1852. Digenvez en em gav Karl Marx, e stad archantel o vezañ raz. Dre-se ne c'hell ket kas e gefridi war-raok gant ar memes tizh. 1.8 distro d'ar skridoù politikel
1.9 Etrebroadeliezh al Labourerien
1.10 Dibenn e vuhezYec'hed Marx a zo o fallaat abalamour d'e labour politikel distabil; aozadur an Etrevroadel ...
2 War Roudoù Marx2.1 Arroudennoù veur
( Diforc’h prederouriezh an natur etre Democrites hag Epicure )
(Dornskridoù 1844)
( a gevred gant Engels, burutellañ prederouriezh ar gwir Hegel, (1844).
( gant Engels, Burutellañ Prederouriezh ar gwir eus Hegel, 1844)
( gant Engels, Burutellañ Prederouriezh ar gwir eus Hegel, 1844)
(Tezenn war Feuerbach)
( Ideologiezh Alaman )
"Istor ar gevredigezh beteg hiriv an deiz n’eo atav bet nemet istor stourm ar c’hlasadoù" ( Manifesto ar strollad kommunour, 1848.)
( Digoradur burutellañ prederouriezh ar gwir skrivet gant Hegel.)
( Oberennoù armerzhel )
2.2 LevrolladurezhLevrioù Karl Marx :
Pa skriv Marx al levrenn-se e 1843, e tag unan eus speredegezhioù pennañ ar c’houlz, Bruno Bauer, penn-linennad an Hegelianed yaouank hag a oa o paouez echuiñ ur skrid a zivous an dodenn. E testenn Marx ez eo ar Yuzevien abeg dezhañ da blediñ gant ur bern dodennoù all kalz ledanoc’h, a-benn ober ur vurutellañ diazezek eus ar Stad, eus e liammoù gant ar relijion dre vras, eus ar gevredigezh keodedel. Skoulm a levr o vezañ an emrenerezh. Evir ar wech kentañ e ra Marx un diforc’hidigezh splann etre an emrenerezh politikel hag an hini denel. Gant al levr-se e vezo Marx tamallet a enep-yuzeverezh.
El levr-se e vez graet ur vurutelladenn taer eus ar gapitalouriezh. Ar gevredigezh a zo mestroniet gant an armerzh, pezh a gas d’un daladenn hollek.
A-gevred gant Engels e red Marx war roudoù stourm ar c’hlasadoù. Sevel a reont neuze ur gwir program Dispac’hour. Un Oberenn dibar he deus merket da viken istor ar Broleterien.
Skrivet etre miz kerzu 1851 ha miz meurzh 1852 e diferadennoù ostilhel izel kenañ, d’ur maread lec’h m’eo Marx digenvez da vat. Un dielfennadenn eus an istor bemdeziek ez eo an oberenn-se, o tisplegañ dre sell Marx taol-Stad an 2 a viz kerzu 1851, a vounto niz Napoleon e-penn an eil Impalaeriezh. Dre lec’hiañ an taol-Stad en e endro armerzhel, sokial ha sevenadurel e ro Marx deomp un displegadenn genedus a ziskouez natur ar Stad suner-gwad etre krabanoù burevkrated divezh, o tebriñ ar gevredigezh. Un oberenn speredek tre
2.3 Levrioù war Karl Marx2.4 Dodennoù liammet
2.5 Liammoù diavaez
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net