Unan eus ar Stadoù kevredet er Stadoù-Unanet eo Kalifornia (California e saozneg). Emañ en o Mervent war aod ar Meurvor Habask. War he harz Su emañ korn gwalarnMec'hiko. War 410 000 km² ez eus 36 milion a annezidi ken eo ar Stad stadunanat poblet ar muiañ hag an trede e-keñver ar gorread.
Istor
Indianed amerikan, an henvroidi, o deus poblet ar vro, betek ma krogas trevadennerezh an Europeaned e 1769 pa zegouezhas ar Spagnoled war an aodoù. Ul lodenn eus Mec'hiko e teuas Kalifornia da vezañ da vare dizalc'hidigezh ar vro-se diwar Spagn e 1820. Ne oa bet diorroadur ebet a-raok ma voe aloubet ar vro gant 500 soudard ha moraer stadunanat da vare Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet (1846-1848). Gant feur-emglev Guadalupe Hidalgo e c'hellas ar Stadoù-Unanet prenañ an takad digant ar re drec'het. Just goude e tesachas an Diskrap war an aour 90 000 envroad o tont eus ar Stadoù-Unanet ha staliet eo bet da 31vet Stad an Unaniezh e 1850.