Jordania a zo ur vro eus ar Reter-Nesañ lec'hiet e Reter tiriadoù palestinian Cisjordania ha Israel, e Norzh Arabia Saoudat, e Kornôg Irak hag e Su Syria. Emañ penn Su ar vro war riblenn Norzh ar Mor Marv hag ur prenestr bihan war Pleg-mor Akaba, ur vrec'h-mor d'ar Mor Ruz a zo dezhi ken ne ya gant Jordania nemet 26 km a aodoù. Sammad an jarzoù-mañ a zo kevatal da 1 619 km. E darn-vuiañ ar vro ez eus dezerzhioù bras, nemet e traoñienn Norzh-Su ar stêrJordan, hemañ o tiskenn eus menezioùLiban betek ar Mor Varv. Kêrioù pennañ ar vro zo Amman (1 181 000 annezad enni e 2001), Irbid ha Az-Zarka, holl lec'hiet e Gwalarn ar vro. PorzhAkaba staliet war ur riblenn strizh-kenañ he ledander a zo ul lec'h strategel ha pouezus evit armezh Jordania.
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.