Istor

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire

Istoer : (estoaer e 1464 hag histoer e 1633) pe istor : (estoar e 1464 hag hystor e deroù ar XVIvet kantved)

Taolenn

Termenañ

Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù pe an traoù a zo bet graet eo an Istor. Ar ger-se a deu eus ((Ἱστορίαι [Historiai] e gresianeg) gant Herodotos, met Thoukidides eo an hini en deus lakaet an doareoù spis kentañ da dalvezout, a-fet liammañ an danvezioù difer kenetreze peurgetket.

An Istor (gant ur penn lizherenn) a zo ar fed da studiañ an darvoudoù tremenet en istor mab-den. N'eo ket ur skiant-rik e doare ar matematikoù pe ar viologiezh da skouer, plas ar skiantour a zo ken bras ha plas an den ennañ e-unan pa vez o studiañ an Istor. Petra a dalvez da vezañ studiet en istor? Penaos o studiañ? Dre peseurt doare o embann? Setu amañ un nebeud goulennoù a vez ret sevel da bep istorour gantañ e-unan a-raok kregiñ gant studiañ. Evit klask bezañ ur skiantour war an istor, ret eo chom hep derc'hel soñj eus piv omp, peseurt doare soñjal a zo an norm en hor bro, peseurt relijion a gredomp enni,...Adal ma vez tu d'en ober ez omp war an hent da vezañ un istorour. Goude kement-mañ ret eo derc'hel soñj ez eo an istorour ur gwir romantour: evit displegañ ur brezel chom a raio darvoudoù dianav d'an istorour o studiañ hiziv an deiz, ret eo neuze dezhañ klask petra a vije ar gwirañ evit stankañ an toulloù en e "gontadenn".

An istor dre ar mareoù

An istor dre al lec'hioù

Istor an Europ

Istor ar broioù keltiek

Istor broioù all Europa

ha ped ha ped all...

Istor Azia

Istor Afrika

Istor Amerika

ha ped ha ped all...

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net