|
Article on other languages:
|
Israel zo ur Stad eus ar Reter-nesañ bevennet gant ar Mor Kreizdouar. En em ginnig a ra evel Stad ar bobl yuzev, anezhi hêrez ar “Israel” viblek. An hebraeg eo he yezh (an arabeg a zo yezh ofisiel ivez). Un demokratelezh kannadel eo. Abaoe m’eo bet krouet e 1948 ez eus bet disklêriet meur a vrezel etrezi hag ar broioù arab amezek.
IstorWar-dro 1200 a-raok J.-K e voe skrivet an anv Israel war maen-koun Merenptah evit ar wech kentañ. Abaoe m’eo bet savet steuñv rannañ Palestina e 1947 gant ar Broadoù-Unanet ez eus bet meur a vrezel etre an Israeliz hag an Arabed ha meur a feur-emglev zo bet sinet ganto. Rak-se eo bet cheñchet harzoù ar vro meur a wech. Pouezus-kenañ eo bet disentezioù zo eus ar Broadoù-Unanet evit Israel, en o mesk an Disentez 242 (1967) a voe kinniget d’an 22 a viz Kerzu 1967 hag an Disentez 338 (1973) a voe kinniget d’an 22 a viz Here 1973 gant ar C’huzul surentez evit lakaat ehan d’ar brezelioù a oa savet etre an Israeliz hag an Arabed. A-douez ar broioù arab eo anavezet Stad Israel gant Egipt, Jordania, Maouritania hag Aotrouniezh Palestina hogen n’eo ket anavezet gant ar broioù arab all. Anavezet eo evel ur vro sionist gant Siria hag Iran. An darn vrasañ eus ar broioù muzulman, a-hend-all, o devez darempredoù diplomatel gant Israel. En o zouez, Albania, Turkia, Azerbaidjan hag ar broioù eus kreiz Azia a oa bet gwechall en Unaniezh Soviedel). PolitikerezhArmerzhDouaroniezhIsrael zo stok-ha-stok ouzh Liban en norzh, ouzh Siria er biz, ouzh Sisjordania ha Jordania er reter, ouzh Egipt hag ouzh Gaza er mervent. A-hend-all eo lec’hiet ar vro e-kichenik ar Mor Kreizdouar er c'hornôg hag e-kichenik pleg-mor Aqaba er su. Douaroniezh politikelLuziet-kenañ e teu an traoù da vezañ pa vez graet anv eus harzoù Israel. Kemmet eo bet an harzoù meur a wech abaoe m’eo bet krouet ar vro-se. Gant-se e kav broioù zo abeg en harzoù Israel. Ouzhpenn-se ez eus bet aloubet gant Israel meur a diriad ganti ha tiriadoù all zo stag outi da vat. D’ar 15 a viz Mae 1948 eo bet degemeret Israel gant meur a Stad er bed a-bezh, en o zouez ar Stadoù-Unanet pe an URSS hervez Steuñv rannañ an ABU. Goude ar brezel israelat-hag-arab er bloaz 1948 ez eo bet kemmet an harzoù hag e-se eo bet degemeret Israel gant an ABU hag an darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg en tiriadoù zo bet divizet an harzoù anezho hervez al linennoù arsav-brezel eus 1949. N'eo ket bet degemeret an harzoù-se gant an holl vroioù arab ha muzulman. Dicheñch eo an traoù abaoe 1949. Meur a diriad zo bet aloubet gant Israel, koulskoude, goude ar brezelioù israelat-hag-arab. Tiriadoù zo aloubet c’hoazh gant Israel, tiriadoù all zo stag outi da vat. Gant Emglevioù a beoc’h he deus Israel adroet tiriadoù zo pe ne vez ket aloubet tiriadoù zo ken. E miz Mezheven 1967 eo bet aloubet Sinai, Gaza, Sisjordania, Reter Jeruzalem, Golan gant Israel. Aet eo Israel kuit eus Sinai e 1982 da-heul Emglevioù Kamp David gant Egipt. Kuitaet he deus Israel Gaza e-pad an hañv e 2005.
Liban zo bet aloubet gant Israel etre 1982 ha 2000, da-heul an Oberiadenn Peoc’h e Galilea. Evit an dud a soñj dezho eo perc’henn Liban war atantoù Sheeba ez eo aloubet tiriadoù Liban gant Israel c’hoazh. Poblañs7 026 000 a dud a ra o annez en Israel (da-geñver niveradeg miz Mae 2006), en o zouez 76 % a Yuzevien, (5 300 000 a dud) hag 20 % a Arabed israeliz (muzulmaned an darn vrasañ anezho dreist-holl, met un niver bihan a gristenien zo ivez). 306 000 a enbroidi zo bet enrollet ivez gant Ministrerezh an Diabarzh evel tud ha n'int ket yuzevien, eleze 4 % eus poblañs Israel. N’eo ket bet dalc’het kont en niveradeg-se eus niver an estrenien zo o chom en Israel met war-dro 150 000 e vefent. Kresket eo poblañs Israel eus 118 000 annezad dindan vloaz, gant 138 000 bugel ganet en Israel e-pad ar prantad-se. 22 500 a enbroidi nevez a oa en em gavet en Israel e 2005, e-skoaz 22 000 er bloavezh a-raok. En o zouez e oa 9 300 den deuet eus URSS kozh, 3 700 den eus Etiopia, 3 000 den eus Frañs ha 2 600 den eus ar Stadoù-Unanet. Israel eo ar vro nemeti ma'z eo Yuzevien an darn vrasañ eus an dud zo o chom enni. A orin eus pevar c’horn ar bed eo Yuzevien Israel : diforc’hiñ a reer ar « sabraed » (tud ganet en Israel, zo deuet o zud da chom da Israel nevez zo pe tud zo o familh o chom e Palestinia abaoe meur a gantved) diouzh an dud enbroet nevez zo hag o deus graet o « aliyah », da lavaret eo tud war an distro : an darn vrasañ anezho a zeu eus URSS kozh met ivez eus Frañs, ar Stadoù-Unanet, Arc’hantina, h.a.). Druzed ha Sirkasinaed zo o chom en Israel ivez. Rankout a reont ober o c’hoñje. Er c’hontrol, ne rank ket an Arabed israeliz en ober met niverus eo ar Vedouined a ra o servij soudard a-fetepañs e arme Israel. Arabed israeliz hag ivez Muzulmaned zo izili eus an arme-se. Dasparzh poblañs Israel : 45 % eus tud Israel zo o chom er c’hêrioù en tu-hont da 100 000 a annezidi. Ar c'hêrioù5 kêr en tu-hont da 200 000 a annezidi zo en Israel : Jeruzalem, Tel Aviv, Haifa, Rishon LeZion ha Ashdod. Ur c'hard eus tud ar vro zo o chom er c'hêrioù-se. Jeruzalem eo ar gêr gentañ eus Israel. 718 900 den zo o chom enni. E 1948 ne oant nemet 84 000 annezad. Haifa eo an trede kêr eus ar vro. 267 700 den zo o chom enni hiziv, e-skoaz 98 600 e 1948. 14 kêr eus Israel zo en tu-hont da 100 000 den hag a zo oc’h ober o annez enno. En trowardroioù da Del Aviv emañ an darn vrasañ anezho. Richon LeTsion eo ar pevare kêr eus eus ar vro. Ouzhpenn 219 800 den a ra o annez enni. 11 000 den a oa chom enni nemetken pa oa bet krouet Stad Israel. 581 000 den zo o chom war ar maez en Israel a-bezh, eleze 8 % eus poblañs ar vro%). Sevenadur
Kazetennoù
Notennoù ha daveennoù
Gwelet ivezLiammoù diavaez
Stadoù Azia
Stadoù Azia
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Katar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2 • Tamil Eelam Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina 1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn. Questions for article: iisrael kamakawiwoole, a map of kibbutz and israelfrom 1973-1974, ambassade sirya, arab-israel war 1948, arabic in esrail sex, armata israel, bansang israel, bansang sirya, bansang yemen, beth shean イスラエル, botschaft deutschland sirya |
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net