|
Article on other languages:
|
Isaac Asimov (2 a viz Genver 1920 - 6 a viz Ebrel 1992) a zo ur skrivagner hag ur skiantour amerikan ganet et Rusia. Brudet eo e anv gant e romantoù skiant-faltazi dreist-holl hag e levrioù poblekadur. Muioc'h eget 500 levr en deus skrivet, diwar-benn hogozik tout an danvezioù estreget ar brederouriezh. Evel unan eus ar skrivagnerien skiant-faltazi brasañ eus ar mare klasel e vez-eñ barnet. E oberenn vrudetañ a zo an Heuliad Diazezidigezh met anavezet eo ivez evit Heuliad an Impalaeriezh C'halaksiek hag Heuliad ar Robotoù. An daou heuliad-mañ en deus liammet ouzh Heuliad Diazezidigezh e fin e vuhez. Un ezel eus Mensa e oa ha prezidant an American Humanist Association.
Buhez
Studiañ a reas e Skol-veur Boston ma tapas ur P.h.D (doktorelezh) war ar kimiezh ar vuhez e 1948. E-pad an Eil brezel bed e labouras en ur ehanlec'h-arnodiñ e Filadelfia. Servijañ a reas er lu amerikan e-pad nav miz goude fin ar brezel. Goude bezañ tapet e zoktorelezh e labouras e Skol-veur Boston evel iskelenner ("associate professor"). Paouez a reas da gelenn e 1958 evit mont da skrivagner - muioc'h e c'houneze gant e levrioù eget gant e c'hopr kelenner dija. Un ezel eus ar Skol-veur e chomas avat hag e 1979 e voe anvet kelenner. Dimeziñ a reas gant Gertrude Blugerman ( 1917 - 1990) d'ar 26 miz gouere 1942. Daou vugel o deus bet : David [g. 1951) ha Robin Joan (g. 1955). Dibriediñ a reas-eñ e 1973 hag gant Janed O. Jeppson e addimezas en hevelep bloaz. Marvet eo d'ar 6 ebrel 1992. Dek vloaz goude e varv e tiskulias e eil gwreg e oa marvet gant an HAZA. E dapet e dije da-heul un treuzwazhiadur. Skrivañ a ra Janed Asimov e gourfenn he emvuhezadur It's been a good life en doa soñjet diskuliañ e oa klañv met e vezeg en doa e gendrec'het ne zlee ket en ober. Esped
Livadur Asimov war e dron gant Rowena Morrill
Esped Izaag Asimov a c'heller rannañ etre meur a varead. Etre 1939 ha 1950 e skriv skiant faltazi dreist-holl. Paouez a ra goude embannadur The Naked Sun ("Face aux Feux du Soleil") e galleg ha betek 1982 en em ouestlas d'ar poblekadur skiantel dreist-holl. Ne skriv nemet pevar romant skiant-faltazi e-pad ar maread-mañ. Goude 1982 e embannas Izaag Asimov un heuliad nevez a romantoù skiant-faltazi a oa o fal liammañ e levrioù kentañ en un hollad kenstag. Teir zermen ijinet gant Isaag Asimov a zo tremenet er yezh voutin : robotik, psiko-istor ha pozitronik, daoust ma vez implijet an eil gant ur ster disheñvel diouzh an hini a veze roet dezhi gant Asimov. Skiant-FaltaziE 1939 e embannas Isaag Asimov e zanevell skiant-faltazi kentañ : "Marooned Off Vesta". E 1941 e skrivas Nightfall, hag a vez graet anezhi unan eus an danevelloù gwellañ en istor ar skiant-faltazi. Heuliad an Diazezidigezh a grogas gantañ e 1942. An danevelloù-se, hag a vo dastumet e teir levrenn Foundation (1951), Foundation and Empire (1952), ha Second Foundation (1953), a liv diskar hag adsavidigezh un impalaeriezh c'halaksiek en amzer da zont. E oberenn vrudetañ eo gant heuliad ar robotoù. He c'henderc'hel a raio goude 1982 gant Foundation's Edge (1982), Foundation and Earth (1986) Prelude to Foundation (1988) ha Forward the Foundation (1992). E zanevelloù a-zivout ar robotoù a grogas d'an hevelep poent. Un darn vras anezho a vo, diwezhatoc'h, dastumet e I, Robot. Enno e liv Teir Lezenn ar Robotik o do ul levezon vras war skrivagnerien ha soñjourien arall. LevriennadurHeuliad ar Robotoù:
Heuliad an Impalaeriezh C'halaksiek:
Heuliad Kentañ Diazezidigezh:
Eil Heuliad Diazezidigezh:
Romantoù arall
Dastumadoù Danevelloù
Romantoù-polis
Danevelloù-polisBlack Widowers and others
Poblekadur SkiantelDastumadoù pennadoù e Magazine of Fantasy and Science Fiction
LEVRIOÙ ARALL
Notennoù
Liammoù diavaez (e saozneg)
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net