Inizi Maloù

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire
Falkland Islands
Banniel an Inizi Maloù Ardamezioù an Inizi Maloù
Banniel Inizi Maloù Ardamezioù
Ger-stur Desire the right
(Brezhoneg: "C'hoantaat ar Reizh")
Lec’hiadur Inizi Maloù
Yezhoù ofisiel Saozneg
Kêr-benn Stanley
Statud politikel Trevadenn eus ar Gurunenn
Rouanez' Rouanez Elizabeth II
Gouarner Alan Huckle
Gorread
-En holl
-% dour

12,173 km²
dister
Poblañs
- 2005 war-dro
- Stankter ar boblañs

3,060
0.25/km²
Moneiz Lur an Inizi Maloù (FKP)
Kan broadel God Save the Queen
("Ra saveteo Doue ar Rouanez")
Devezh ar vro
Kod war ar Genrouedad .fk
Kod pellgomz 500

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Inizi Maloù, pe Inizi Sant-Maloù, (Falkland Island d'ar saoznegerien hag Islas Malvinas d'ar spagnolegerien) a zo un tiriad tramor Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, dezhañ Tiriadoù tramor Inizi Falkland da anv ofisiel. Stanley eo ar gêr-benn. Dindan 12 000 km² strewet etre meur a enezenn bras ha bihan ez eus 3 000 annezad o chom pell a-walc'h eus daou gevandir : Suamerika 480 km er c'hornôg hag Antarktika e 900 km er Su.

Istor

Spurmantet e oa bet an inizi gant merdeerien Bro-Spagn e 1520 pa vez meneget inizi war ar c'hartennoù spagnat da-c'houde. Adkavet ez int bet un tamm gant Sebald De Weert, ur merdeer izelvroat e 1600 a embannas e kouezhe an inizi e kerzh e vro. Merdeerien Sant-Maloù a zeuas goude hep staliañ ur c'hampadur stabil. E 1690, ar merdeer saoz John Strong ne c'hellas ket tizhout aodoù Arc'hantina hag tizoloas ar ganol-vor etre an daou enez pennañ. An anv roet d'ar ganol-vor, Falkland, e enor ar 5vet Kont Falkland, hemañ arc'hantaer ar veaj, a oe roet ivez d'an enezeg a-bezh gant ar Saozon.

E 1764 e teuas ar merdeer gall Louis-Antoine de Bougainville hag e stalias ur c'hampadur anvet Port-Louis en enez pennañ er Reter. E penn ar bloaz 1765 e tizoloas ar moraer saoz John Byron lodennoù an enez kornôg hep gouzout tra eus staliadur ar C'hallaoued hag e embannas kerzh ar Roue saoz George III war an inizi. E 1766 e teuas ar Spagnoled evit skarzhañ ar 115 trevadenner gall kuit. Sevel a reas ar gouarner ur chapel dediet da Itron Varia an Digenvez (Soledad), met ne chomas ket trevadennerien spagnat ebet goude 1811.
E 1816 e teuas da vezañ Arc'hantina un riez dizalc'h hag e embannas e 1820 e wirioù. Kas a reas trevadennerien e 1826, met distrujet e voe ar staliadur gant ar Stadoù-Unanet diwar abegoù o tennañ da chaseal ar reunigoù. O vezañ m'en doa kaset Arc'hantina ur gouarner all e tistroas ar Saozon e 1833 hag e kemerjont an enezeg ken e eo bet miret ganin nemet e-pad un prantad bihan.
E 1914 ez eus bet un emgann war vor etre morluioù saoz hag alaman.

E 1982 e tivizas an diktatourien vilourel Arc'hantina adkemeret an enezeg, met goude daou viz e voent trec'het gant ar morlu saoz. Sell ouzh Brezel an Inizi Maloù (1982).

Iliz-Veur Stanley

Douaroniezh

Politikerezh

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net